C'hione

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

C'hione ( Χιονη, «erc'h» e gregach) a zo anv teir doueez a eil renk e mojennoù Hellaz.

Kaset he mab da vartolod[kemmañ]

Kousket a reas gant Poseidon ha genel a reas o mab Eumolpos war-lerc'h. Skeiñ a reas ar mab-se er mor, gant aon rak konnar he zad-hi. Poseidon avat a saveteas ar mabig hag en fizias en ur verc'h da Amfitrit.

Hervez Claudius Aelianus (De Natura Animalium), e oa ivez mamm an Hiperboreaned, ha Boreas e oa o zad.

Ur fogaserez[kemmañ]

  • Ur C'hione arall, ur goantenn a blac'h, a oa merc'h da z-Daidalion. Ken koant e oa ma sot an holl zoueed ganti.

Ma c'hanas daou vab en ur c'hofad: unan a oa Filammon, a oa mab da Apollon, hag egile a oa Aotolikos, a oa mab da Hermes. Ha C'hione vrell da fougeal e oa bet karet gant daou zoue, ha krediñ tostaat he c'hened ouzh hini Artemis, hag ober goap ouzh an doueez chomet gwerc'h. Met an doueez, droug enni o welout kement a fouge e C'hione, a reas dezhi paouez gant hec'h ardoù: ur saezhad dezhi en he zeod, ken e varvas diwar-lerc'h, ha peoc'h ganti.

An tad en em lazhas gant ar glac'har oc'h en em deurel diwar lein ar menez Parnas; troet e voe e falc'hun gant Apollon.

Unan all c'hoazh[kemmañ]

Ur C'hione arall c'hoazh a oa un naiadez merc'h Kalliroe hag an doue-stêr Nilus pe Neilus. Gwallet e voe gant ur c'houer. Zeus a gemeras truez outi hag he c'hasas d'ar c'houmoul. Alese e taol erc'h war dezerzhoù kras Egipt.

Anv[kemmañ]

Tostaat a c'haller anv C'hione ouzh hini Gwennerc'h e mojennoù all.

Bevoniezh[kemmañ]

E bevoniezh:

  1. C'hione zo ur plant eus ar spesad Rubiaceae.
  2. C'hione zo ur grogenn eus ar spesad Veneridae.


Skridoù-orin[kemmañ]


Levrioù[kemmañ]

  • M. Grant & J. Hazel, Who's Who in Classical Mythology, David McKay & Co Inc, 1979
  • Joël Schmidt, Dictionnaire de la mythologie grecque et romaine, Librairie Larousse, coll. « Références Larousse », France, 1990 (3 éd. 1985).