Bual Afrika
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Isurzhiad : | Ruminantia | ||||
| Kerentiad : | Bovidae | ||||
| Iskerentiad : | Bovinae | ||||
| Genad : | Syncerus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Syncerus caffer Sparrman, 1779 |
|||||
|
|||||
Bual Afrika (Syncerus caffer) a zo un daskirier bras hag a vev en Afrika issahara. Ar spesad nemetañ eo er genad Syncerus.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Ul loen mentek eo bual Afrika, etre 2 ha 3 metr e hirder hag ul lost etre 75 cm hag 1 m. Betek 1.70 m (live e skoaz) e c'hell bezañ. Bras eo e benn ha ledan e vruched. Kerniel ar par a vez juntet gant ur bos hag a zo ur gwir skoed a c'holo ar penn a-bezh.
Al loened yaouank zo goloet o c'horf gant ur vlevenn stank a ya war rouesaat gant an oad.
Disheñvel eo ment ar bualed hervez an isspesadoù : Hanter-vrasoc'h eo Syncerus c. caffer (a vev e savanennoù ar reter) eget Syncerus c. nana (a vev e koadeier kehederel).
[kemmañ] Gouennañ
A-hed ar bloaz e ouenn bualed Afrika, met aliesoc'h e c'hoarvez da goulz ar glaveier (etre miz C'hwevrer ha miz Gouere er blaenenn Serengeti da skouer).
Padout a ra an dougen ur bloavezh pe dost a-raok genel ur menn nemetañ a zo war-dro 40 kg a bouez.
Ar par a guita e vamm d'an oad a 2 vloaz evit mont gant ur strollad bualed yaouank. Ar barez a chom gant he mamm betek ma c'han he menn kentañ.
O oad gour a vez tizhet da 5 bloaz gant ar barez ha war-dro 8 pe 9 bloaz gant ar par.