Bertha von Suttner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bertha von Suttner

Bertha von Suttner a oa ur romantourez aostrian, ur beoc'hgarourez radikal, hag ar c'hentañ maouez a c'hounezas Priz Nobel ar Peoc'h. Ganet e oa bet e Praha e 1843 ha mont a reas da anaon e Vienna d'an 21 a viz Gouere 1914. Ganet e oa gant an titl a gontez Kinsky von Wchinitz und Tettau.

Suttner a oa merc'h d'un noblañs paour, Franz-Josef Graf Kinsky von Wchinitz und Tettau (12 a viz Here 1768-4 a viz Genver 1843), ha d'e vaouez, euredet d'ar 26 a iz Gouere 1834, Sophie Korner (11 a viz Genver 1815-26 a viz Meurzh 1884), a oa bet gouarnerez an tiegezh d'ar mare ma oa pinvidik, adalek 1873. Ur breur henañ he doa, Arthur Franz Graf Kinsky von Wchinitz und Tettau (17 a viz Ebrel 1837-29 a viz Mae 1906), a varvas dizimez hag hep bugel ebet. Dimeziñ a reas B. von Stutter d'an ijinour ha romantour Arthur Gundaccar Freiherr von Suttner (aet da anon d'an 10 a viz Kerzu 1902), met enebiñ a rae he ziegezh ouzh an eured, hag e respontas d'ur c'hinnig labour graet gant Alfred Nobel e 1876 da zont da vezañ he sekretourez e Pariz. Ne chomas ken ur sizhun kent distreiñ da Vienna hag eurediñ Arthur dre guzh d'an 12 a viz Gouere 1876.

Bertha von Suttner a zeuas da vezañ unan a-bouez en emsav evit ar peoc'h pa embannas he romant, Die Waffen nieder! (Hoc'h armoù d'an traoñ!) e 1889 ha goude sevel aozadur peoc'hgarour Aostria e 1891. Gounit a reas brud er bed a-bezh evel embannerez ar gazetenn peoc'hgarour etrebroadel An armoù d'an traoñ!, badezet evel se diwar anv he romant, etre 1892 ha 1899. Levezonet e oa he feoc'hgarouriezh gant skridoù H. T. Buckle, Herbert Spencer, ha Charles Darwin. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek e varv e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he doa ar muiañ pouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez e destamant.

Gounit a reas ar Priz Nobel ar Peoc'h-se e 1905. Ar c'hentañ priz Nobel e oa a oa roet d'ur vaouez biskoazh.

Ar film Die Waffen nieder gant Holger Madsen ha Karl Teodor Dreyer a oa savet gant an "Nordisk Films Kompagni" e 1914. Emañ skeudenn he dremm war-c'horre pezhioù 2 euro Aostria. Edo ivez war bilhedoù kozh 1000 schilling Aostria gwezhall.


Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]