Alfred Nobel

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Alfred Nobel

Alfred Bernhard Nobel (21 a viz Here 1833, Stockholm, Sveden – 10 a viz Kerzu 1896, Sanremo, Italia) a oa ur Svedat a oa kimiour, ijinour, nevezer, produer armoù ha dizoloer an dinamit. Perc'henn e oa war Bofors, ul labouradeg armoù bras, en doa lakaet da broduiñ dir hag houarn e-lec'h an armoù a farde a-raok. En e destamant diwezhañ e implijas e binvidigezh bras-kenañ evit sevel ar prizioù Nobel . Badezet e oa an elfenn genaozet nobelium diwar e anv.

Taolenn

[kemmañ] Buhez

Nobel a oa trede mab Immanuel Nobel (1801-1872) hag Andriette Ahlsell Nobel (1805-1889). Ganet e oa bet e Stockholm e miz Here 1833, ha mont a reas gant e diegezh da Sant Petersbourg, e lec'h ma savas e dad (en doa ijinet an darbrenn modern) ul labouradeg minoù mor. Mont a reas Alfred war studi ar gimiezh gant ar c'helenner Nikolay Nikolaevich Zinin. E 1859 e oa fiziet al labouradeg en eil mab Ludvig Nobel (1831-1888), a vrasaas kalz anezhi. Alfred a zistroas da Sveden gant e dad goude freuz-stal o embregerezh, hag en em ouestlas da studi an danvezioù-tarzh, ha da broduerezh ha da implij diogel an nitrogliserin (dizoloet e 1847 gant Ascanio Sobrero, unan eus studierien Théophile-Jules Pelouze e skol-veur Torino). Meur a darzhadenn a voe e labouradeg o ziegezh e Heleneborg e-pad e enklaskoù ; unan anezhe a lazhas breur yaouankañ Alfred, Emil ha meur a vicherour e 1864.


Diazezet e oa ar priz Nobel e 1895 pa skrivas Alfred Nobel e destamant diwezhañ, ma lezas ul lodenn vras eus e arc'hant evit sevel anezhañ. Abaoe 1901 ez eus bet enoret gantañ tud a bep seurt evit o oberennoù dibar war dachenn ar fizik, ar gimiezh, ar vezegiezh, al lennegezh, hag evit ho labour evit ar peoc'h.

E 1876 e teuas Bertha von Suttner da vezañ sekretourez Alfred Nobel met goude ur sizhun e tistroas d'he bro da eurediñ Arthur Gundaccar von Suttner. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek e varv e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he doa ar muiañ pouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez e destamant.

Nobel a skrivas ivez Nemesis, un dragedienn e pevar arvest diwar-benn Beatrice Cenci, awenet evit darn gant The Cenci, savet gant Percy Bysshe Shelley. Moullet e oa pa oa war e dremenvan. Distrujet e oa an holl levrioù war-bouez tri anezhe diouzhtu goude e varv, rak sellet e oa bet outi gant e hêred evel ul le-douet hag un taol-disakr. Embannet e oa e 2003 (divyezhek Svedeg-Esperanto) e Sveden. Troet eo bet e slovenieg dre an esperanto.

Beziet eo Alfred Nobel e Norra begravningsplatsen e Stockholm.

[kemmañ] Dinamit

Dizoleiñ a reas Nobel e teue an nitrogliserin da vezañ dizañjerusoc'h hag aesoc'h da vaneañ pa veze mesket gant un danvez euvrus ha diemlusk evel ar c'hieselguhr. Kemer a reas ur breved war ar meskad-se e 1867 hag e envel dinamit. Diskouez a reas implij e zanvez-tarzh evit ar wezh kentañ ar memes bloavezh, en ur vengleuz e Redhill, e Surrey, e Bro-Saoz.

Diwezhatoc'h e veskas nitrogliserin gant un danvez-tarzh arall, an nitrokelluloz, o krouiñ e-giz-se un danvez treuzwelus, heñvel ouzh koñfitur, hag a oa un danvez-tarzh kreñvoc'h evit an dinamit. Ar Gelignit, evel ma oa badezet, a oa kemeret he breved e 1876, hag a oa heuliet gant ur bern meskadoù damheñvel, kemmet oc'h ouzhpennañ nitrat potasiom ha danvezioù all a bep seurt.


[kemmañ] Levrlennadur

  • Nobel, Alfred Bernhard en Encyclopædia Britannica 1911
  • Schück, H, and Sohlman, R., (1929). The Life of Alfred Nobel. London: William Heineman Ltd.
  • Alfred Nobel US Patent No 78,317]], 26 a viz Mae 1868]


[kemmañ] Notes


[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fet an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki Commons