Beatrice Cenci

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Beatrice Cenci, gant Guido Reni e 1599, a greder.

Beatrice Cenci (1577 – 1599) a oa un tadlazherez roman er XVIvet kantved kondaonet d'ar marv en abeg d'he zorfed.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa d'ar c'hont Francesco Cenci, un den taer ha diroll e vuhez, ha da Ersilia Santacroce. Francesco hag Ersilia, goude ur briedelezh a 21 bloaz, o doa bet daouzek bugel. Seizh a vevas pelloc'h eget amzer o bugaleaj, pemp mab ha div verc'h: Giacomo (ganet e 1568), Cristoforo (1572), Antonina (1573), Rocco (1576), Beatrice (1577), Bernardo (1581), Paolo (1583).

E Roma e oa an tiegezh o chom, er rione Regola, er Palazzo Cenci, savet war dismantroù ur c'hreñvlec'h krennamzerel, nepell diouzh ghetto ar Yuzevien. O chom eno e oa ivez Giacomo, breur henañ Beatrice, Lucrezia Petroni, eil pried Francesco, ha Bernardo, mabig Lucrezia ha Francesco. Ouzhpenn-se o falez oe Roma o devoa madoù all avat, ha dreist-holl kastell La Rocca, e Petrella Salto, ur gêriadenn e-kichen Rieti, en hanternoz da Roma.

An tad en doa bet bec'h meur a wech gant justis ar pab.

Goude marv he mamm e Mezheven 1584, e oa bet kaset Beatrice , pa ne oa nemet 7 vloaz c'hoazh, a-gevret gant he c'hoar vras Antonina, da manati Santa Croce e Montecitorio gant ar fransiskaned.[1] Pa zistroas d'he ziegezh, d'he femzek vloaz, e voe ret dezhi gouzañv arsailhoù he zad, hag ac'h adimezas e 1593 d'an intañvez Lucrezia Petroni, he devoa bet ur verc'h hag a oa bet lazhet gant tad Beatrice. Bugel ebet n'o doe an daou intañv.

Harlu e Petrella[kemmañ]

Francesco a oa sammet a zle, ha karc'haret e voe abalamour da walloberoù mezhus, kondaonet div wech, en abeg da daolioù spontus ("colpe nefandissime"), da baeañ bernioù arc'hant,[2].

E 1597 e oa klañv Francesco gant ar rogna hag an urloù, hag ivez evit tec'hel rak e gredourien, en em dennas da b-Petrella, ha gantañ e vibien vihan Bernardo ha Paolo, ha stad an div vaouez ac'h eas neuze war washaat.

Denlazh[kemmañ]

Hervez a gonter e oa aet skuizh Beatrice gant ar bazhadoù hag arsailhoù reizhel he zad, ma kemeras perzh en diviz da aozañ muntr Francesco, graet gant he lezvamm, he breudeur, Giacomo ha Bernardo, un denjentil anvet Olimpio Calvetti[3] hag un den all karget d'ober al labour lazhañ, Marzio da Fioran, lesanvet il Catalano.

Dre ziv wech e voe c'hwitet war an taol: ar wech kentañ e voe klasket c'hoari gant kontamm, an eil gant un arsailh briganted eus ar c'hornad.

Beatrice Cenci er vac'h. Taolenn gant Achille Leonardi, XIXvet kantved
Prospero Farinacci, difenner Beatrice. Da Crasso, Ritratti d'huomini letterati, 1666

Ar prosez[kemmañ]

Kaset e voe ar prosez en-dro gant ar barner Ulisse Moscato ha berzh a reas an arvest. E-kerzh ar prosez e voe klevet daou eus brudetañ alvokidi ar mare: Pompeo Molella, eus Alatri, evel prokulor, ha Prospero Farinacci evit an damallidi.

Farinacci a glaskas skañvaat bec'h an tamalloù diwar chouk ar plac'h yaouank o lavarout en devoa kousket Francesco, he zad, gant he merc'h. Beatrice avat ne fellas ket dezhi ober anv eus se en he diskleriadurioù. A-benn ar fin eo gant an tamaller Molella e teuas an tu kreñv

Beatrice ha Lucrezia, a voe kondaonet da vout dibennet, Giacomo da vout dibezhiet. Evit Bernardo hepken ec'h asantas ar pab daskemmañ ar c'hastiz.

Bernardo, ar breur yaouank, ha ne oa nemet triwec'h vloaz, n'en devoa ket kemeret perzh er muntr, met kondaonet e voe abalamour ma n'en devoa ket diskuliet an irienn; met dre ma oa yaouankik ne voe ket lakaet d'ar marv : e gastiz e voe bezañ kaset da roeñvat da viken e galeoù ar pab.

Kastell Sant'Angelo, ma voe lakaet Beatrice d'ar marv.

Lakaet d'ar marv[kemmañ]

D'ar marv e voe lakaet Beatrice, he lezvamm, he breur henañ, d'an 11 a viz Gwengolo 1599 diouzh ar beure, el leurgêr dirak ar C'hastell Sant'Angelo. E-touez an dud o sellout e oa ivez Caravaggio a-gevret gant al livour Orazio Gentileschi hag e verc'hig, Artemisia.

Dibennañ an div vaouez a voe graet gant ar c'hleze. Da gentañ e voe lazhet Lucrezia, goude Beatrice, ha neuze Giacomo: jahinet e voe a-hed an hent gant un durkez

Ar vojenn diwar-benn Beatrice[kemmañ]

Delwenn da Beatrice Cenci gant Harriet Goodhue Hosmer, e 1857

Brudet eo bet an darvoudoù kriz a c'hoarvezas en tiegezh Cenci, ha poanioù Beatrice o deus fromet meur a zen ha dihunet ivez ranellerezh speredoù klañvidik, ha levezonet an arzourien.

Lennegezh[kemmañ]

XIXvet kantved[kemmañ]

XXvet kantved[kemmañ]

XXIvet kantved[kemmañ]

  • Si accende il giorno: la tragedia di Beatrice Cenci, danevell gant Domenico Di Cesare, 2006.


Beatrice Cenci, delwenn gant Harriet Goodhue Hosmer.

Sonerezh[kemmañ]

E-touez an oberennoù niverus sed ar re bouezusañ:

  • Beatrice Cenci, c'hoarigan gant ar sonaozour Giuseppe Rota, libretto gant Davide Rabbeno. e Parma.
  • Beatrice Cenci. en tri arvest gant Vittorio Viviani.
  • Beatrice Cenci, en tri arvest gant ar sonaozour Luigi Sante Colonna, eus Novara.
  • The Cenci, en eizh arvest gant ar Saoz Havergal Brian del 1951-52, diwar drajedienn Shelley.
  • Beatrix Cenci, opera en daou arvest gant ar sonaozour arc'hantinat Alberto Ginastera,
  • Beatrice Cenci, opera
  • Beatrice Chancy, opera en daou arvest e 1999, savet gant ar soner kanadian James Rolfe, levrig gant George Elliot Clarke. awenet gant trajedienn Shelley, ha lec'hiet e Nova Scotia an XIXvet kantved, e deizioù diwezhañ ar sklavelezh .
  • Beatrice Cenci, en daou arvest gant Alessandro Londei ha Brunella Caronti. Kentañ leurennadur e Roma da-geñver an Estate romana e 2006.

Filmoù[kemmañ]

Da noz ma lider penn-bloaz marv kriz Beatrice, d'an 11 a viz Gwengolo, e lavarer e weler tasmant Beatrice, he fenn en he dorn, el lec'h ma voe dibennet.

Notennoù[kemmañ]

  1. Mariano Armellini. Le chiese di Roma Dalle loro origini sino al secolo XVI. Roma, Tipografia Editrice Romana, 1887, paj. 214.
  2. E 1594 e voe barnet en abeg da oberoù sodomiezh, ha kondaonet da baeañ kant mil skoed. Priziañ a c'haller talvoudegezh an arc'hant-se gwelloc'h pa soñjer e voe gwerzhet madoù an tiegezh all'asta , goude lakaet ar re Cenci d'ar marv, d'ur priz izeloc'h
  3. Olimpio Calvetti, dimezet da Plautilla Gasparini, ha tad da Prospero ha Vittoria, a oa den a fiziañs an tiegezh Colonna evit an douaroù er Valle del Salto. Un den bras hag a neuz vat e oa, ha dont a reas da vezañ mignon da Veatrice, ha marteze serc'heg dezhi.


Lennadurezh[kemmañ]

  • Antonelli, Lamberto. Beatrice Cenci: cronaca di un tragedia. Roma, Aracne, 2002. ISBN 88-7999-343-7.
  • Augias, Corrado. I segreti di Roma. Storie, luoghi e personaggi di una capitale. Milano, Arnoldo Mondadori Editore, 2005. ISBN 978-88-04-56641-0.
  • Bevilacqua, Mario e Mori, Elisabetta (a cura di). Beatrice Cenci: la storia, il mito. Roma, Fondazione Marco Besso - Viella, 1999. ISBN 88-8334-010-8.
  • Brigante Colonna, Gustavo e Chiorando, Emilio. Il processo dei Cenci, 1599. Milano, Mondadori, 1934.
  • De Blasi, Jolanda. Il processo a Beatrice Cenci. Mensile Historia, numero 72, novembre 1963, pp. 34-39, Cino del Duca Editore.
  • Di Cesare, Domenico. Si accende il giorno: la tragedia di Beatrice Cenci. Rieti, Hòbo editore, 2006. ISBN 88-902623-0-3.
  • Di Sivo, Michele (a cura di). I Cenci. Nobiltà di sangue. Roma, Fondazione Marco Besso - Colombo, 2002. ISBN 88-86359-45-4.
  • Gatto Trocchi, Cecilia. Leggende e racconti popolari di Roma. Miti, storie e misteri di una città rivisitati dalla fantasia popolare: personaggi fantastici e bizzarri dalla papessa Giovanna a Beatrice Cenci, da Lucrezia Borgia al Marchese del Grillo. Roma, Newton & Compton, 2002. ISBN 88-8289-736-2.
  • Ranieri, Ilario. Beatrice Cenci secondo i costituti del suo processo: storia di una leggenda. Siena, Tipografia S. Bernardino, 1909.
  • Rendina, Claudio. Storie della città di Roma: leggende, cronache, racconti di amore e delitti, intrighi e pubbliche virtu.... Roma, Newton & Compton, 2005. ISBN 88-541-0392-6.
  • Ricci, Corrado. Beatrice Cenci (2 volumi: Il parricidio, Il supplizio). Milano, Treves, 1923.
  • Valentini, Norberto. Beatrice Cenci: un intrigo del Cinquecento. Milano, Rusconi, 1981.

En-linenn[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Liammoù all[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]