Arzhur
Eus Wikipedia
Arzhur a zo un anv a orin predenek moarvat. Dont a ra eus ar ger predenek arth (arzh e brezhoneg), al loen a zo arouez ar roue gant ar ar Gelted kozh.
Hervez tud zo e c'hallfe an anv-se dont eus an anv roman Artorius, a oa anv ar jeneral roman Artorius Castus.
Taolenn |
yezhoù all [kemmañ]
An anv Arzhur a gaver ivez e yezhoù all:
- Arthur a vez skrivet e galleg hag e saozneg ( disheñvel-mat eo an distagadurioù avat)
- Arturo eo e yezhoù latinek evel ar spagnoleg pe an italianeg.
- Artur e tchekeg.
Arzhur et brezhoneg kenavo ruejal
Mojenn [kemmañ]
Arzhur Pendragon eo anv ar roue Arzhur, ar roue mojennel a stourmas en Enez Vreizh a-enep armeoù an alouberien saoz.
Duged Breizh [kemmañ]
Bez ez eo ivez anv tri dug eus Breizh:
- Arzhur Iañ (1187 - 1203), a voe lazhet e Rouen gant e eontr Yann Dizouar, roue Bro-Saoz
- Arzhur II (1305 - 1312)
- Arzhur III (1457 - 1458), a oa kont Richemont ha konestabl Bro-C'hall (1457 - 1458).
Noblañsed Breizh-Veur [kemmañ]
- Arzhur Tudor, mab da Herri VII, breur henañ Herri VIII, a zimezas da Catherine of Aragon, hag a varvas nebeud amzer goude e eured, ma addimezas e intañvez gant e vreur.
Lennegezh [kemmañ]
- Arzhur, haroz ar gontadenn Ar berenn he fer aour hag ar c'horf hep ene, e Kontadennoù ar Bobl, gant Fañch an Uhel.
- Arturo Ui, pezh-c'hoari gant Bertholdt Brecht
A bep seurt [kemmañ]
- Arzhur, anv ur steredenn;
- Arzhur, film eus 1981;
- 2597 Arzhur, un asteroidenn.
Hiziv [kemmañ]
Un anv-badez eo, pe ur c'hentanv, a vez roet c'hoazh d'ar baotredigoù.