Aourgi alaouret
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
C. aureus
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Canidae | ||||
| Genad : | Canis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Canis aureus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
An aourgi alaouret (Canis aureus), anvet ivez aourgi boutin pe aourgi Azia, a zo un aourgi bihan a gaver e su Azia, gevred Europa ha kreiz ha norzh Afrika. Etre 7 ha 9 bloavezh e c'hell bevañ en natur ha betek 16 bloavezh er gwarezva.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
Ur vlevenn ruz-melen gant un tarch war o gouzoug o deus an aourgon. O liv a c'hell kemmañ hervez an amzer hag ar vro avat. Muzuliañ a reont etre 70 ha 85 cm ha pouezañ etre 8 ha 10 kg. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed.
[kemmañ] Annez
Aourgon boutin a gaver eus ar Balkanoù betek Thailand ha Sri-Lanka hag e norzh Afrika betek hanternoz Tanzania. Plijout a ra dezho ar rannvroioù sec'h gant nebeut a struzh.
[kemmañ] Emzalc'h
E bagadoù-familh bihan e vev an aourgon alaouret. Ar re vihan a chom gant o zud ur bloaz goude m'eo tizhet o oad-gour ganto d'o harpañ da zesevel ar re yaouankoc'h. Debriñ a reont menned, anevaled bihan ha frouezh. Ar c'houbladoù a chom asambles a-hed o buhez hag asambles e tifennont o zachennad.
[kemmañ] Gouennadur
Goude un dougen 9 sizhunvez e vez ganet gant ar parezed etre 6 ha 9 c'holen a bouez etre 200 ha 250 g.