Alfred Döblin

Eus Wikipedia
Alfred Döblin

Alfred Döblin (10 a viz Eost] 1878, Stettin - 26 a viz Even 1957, Emmendingen) a zo ur skrivagner hag ur mezeg alaman. Broadet eo bet gall e 1936. A-fet relijion e oa yuzev, kemmet en deus kredenn e 1941, ha deuet eo da vezañ katolik. Brud en deus tapet gant e romant Berlin Alexanderplatz.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Familh Döblin a zilojas da Berlin e 1888. Mezeg neurologour e voe e Regensburg, Freiburg ha Berlin etre 1905 ha 1930. E 1910 e kemeras perzh er gazetenn eztaoladurezh anvet Der Sturm. A-fet lennegezh e oa levezonet gant skrivagnerien evel Heinrich von Kleist, Friedrich Hölderlin ha Friedrich Nietzsche. A-benn skignañ e oberennoù ec’h implijas ur medium nevez krouet, ar skingomz an hini eo. E 1912 e timezas Döblin gant Erna Reiss. Pevar bugel o doe : Pêr, Wolfgang , Klaod ha Stephan. Al lodenn vrasañ eus ar Brezel-bed kentañ a gasas en ur c’hlañvdi en Elzas. E-kerzh ar brezel-se e krogas da skrivañ e romant Wallenstein, embannet e voe e 1920.

E 1919 edo o chom e Lichtenberg, eno e welas emgannoù an dispac’h alaman (miz Meurzh 1919). An darvoudoù-se a gontas en e romant anvet November 1918. E-keit ma oa o chom e Berlin e skrivas pennadoù kazetennoù liesseurt : rentaoù-kont pezhioù-c’hoari ha filmoù, re all diwar-benn buhez pemdez an dud e kêr-benn Alamagn da vare Republik Weimar. Lod anezho a adimplijas goude-se pa savas e romant Berlin Alexanderplatz. D’ar mare-se e skrivas ivez meur a destenn diwar-benn ar politikerezh. Enno e pismige ar strollad sokialour alaman (SPD) hag e rebeche ouzh e izili o c’henlabour gant ar prezidant Hindenburg.

An harlu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 28 a viz C’hwevrer 1933, goude ma vefe bet devet ar Reichstag, e tivizas Döblin hag e wreg tec’hout kuit war-du Suis da gentañ ha Bro-C'hall da c’houde, asambles gant o mab yaouankañ (an tri all a zeuas da heul). Ar c’houblad ha tri bugel a voe broadet gall e miz Here 1936. Per, ar bugel nemetañ ne oa ket bet broadet gall a voe broadet amerikan diwezhatoc’h. Pa grogas an eil brezel-bed e krogas Döblin da skrivañ testennoù evit ministrerezh ar proganda gall, asambles gant divroidi alaman all. D’an 10 a viz Even 1940 e tec’has kuit war-du su Bro-C’hall. E-pad ur pennad e kollas roud ar peurrest eus e familh, an holl en em gavas en-dro e Tolosa d’an 10 a viz Gouere 1940. Ur viza da c’hortoz hag an aotre da guitaat an tiriad a dapas, ha d’an 30 a viz Gouere 1940 ez eas kuit eus Marsilha war-du Spagn ha Portugal. A-benn ar fin ez eas betek ar Stadoù-Unanet, ha d’an 9 a viz Here 1940 e voe senaroour e Los Angeles. Ar vicher-se a viras betek miz Here 1941. E vab Wolfgang Döblin (engouestlet en arme c’hall) en em zistrujas d’an 21 a viz Even 1940 e Housseras peogwir ne felle ket dezhañ bezañ paket gant an arme nazi. A-raok mervel e kasas da akademiezh skiantoù Pariz e enklaskoù war kevataladenn Kolmogorov. D’an 30 a viz Du 1941 e kemmas kredenn Döblin hag e wreg : dont a rejont da vezañ katolik, ar pezh a voe rebechet outo gant ar gumuniezh yuzev en harlu.

An distro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’ar 15 a viz Even 1945 e voe Döblin e-touez an arzourien gentañ a zistroas da Europa goue o bloavezhioù harlu. Degouezhet e Pariz e voe lakaet da enseller lennegezh ar melestradur arme gall, da gentañ e Baden-Baden, ha goude-se e Mainz. E labour a oa kontrolliñ an dornskridoù ha prientiñ ur gazetenn viziek, hag a lakaas embann diwezhatoc’h, anvet e voe Das goldene Tor (an nor aour). Ouzhpenn e labouras evit ar gazetenn Neue Zeitung hag ar chadenn skingomz Südwestfunk. Meur a skrivagner yaouank a zarempredas anezhañ, Günter Grass en o zouez.

Dipitet e voe Döblin gant buhez politikerezh Alamagn goude an eil brezel-bed, hag e-pad ur pennad e voe dedennet gant mont en-dro DDR. Daremprediñ a reas Johannes R. Becher, ha degemeret e voe en Akademiezh arzoù DDR, met dipitet e voe ivez abalamour d’ar gwask a rene er vro. Meur a bennad savet gantañ a voe embannet e kazetennoù DDR koulskoude, hag e romant Hamlet a zeuas er-maez en DDR nemetken. Distreiñ a reas da Vro-C’hall d’an 29 a viz Ebrel 1953. Paket e oa gant kleñved Parkinson hag adalek 1954 e rankas distreiñ meur a wech da Alamagn evit ma vefe graet war e dro en ospitalioù ar vro. Mervel a reas e Emmendingen d’ar 26 a viz Even 1957. E wrge en em zistrujas e Pariz d’ar 15 a viz Gwengolo 1957. Diwar o goulenn e voent douaret e Housseras a bep tu da vez o mab.

Berlin Alexanderplatz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberenn vrudetañ Döblin eo Berlin Alexanderplatz (1929). Er romant-se e kont Döblin buhez tud vunut Berlin er bloavehzioù 1925-1930. Un enepharoz eo an dudenn bennañ : un den o poauez kuitaat an toull-bac’h hag anvet Franz Biberkopf eo. Kaer en deus klask en em zizober diouzh e zoareoù e vez paket gant bed an dorfedourien en-dro. A-fet stumm eo ur romant modern da vat, ennañ ur meskaj pennadoù tennet eus ar Bibl, tammoù pennadoù kazetennoù, fent ha darvoudoù kriz war un dro. Ar pegadurioù gerioù hag hag an degouezhioù kempred a oa bet implijet gant Döblin a-raok pa gemere perzh er gazetenn Der Sturm (un dave da arzourien dazontour evel Filippo Tommaso Marinetti, Umberto Boccioni, Luigi Russolo ha Carlo Carrà e oa).

Meur a wech eo bet lakaet Berlin Alexanderplatz da film : da gentañ e 1931 gant Piel Jutzi (Heinrich George a c’hoarie perzh Franz Biberkopf) hag en-dro e 1979 gant Rainer Werner Fassbinder hag a savas ur rummad 13 film, en holl ouzhpenn 900 munutenn.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1913 - Die Ermordung einer Butterblume
  • 1915 - Die drei Sprünge des Wang-Lun
  • 1918 - Wadzeks Kampf mit der Dampfturbine
  • Der Schwarze Vorhang
  • 1920 - Wallenstein
  • 1924 - Berge, Meere und Giganten
  • Die beiden Freundinnen und ihr Giftmord
  • 1925 - Reise in Polen
  • 1927 - Manas
  • 1929 - Berlin Alexanderplatz
  • Die Ehe
  • Unser Dasein
  • 1934 - Babylonische Wandrung
  • 1935 - Pardon wird nicht gegeben
  • Das Land ohne Tod
  • November 1918
  • Der unsterbliche Mensch
  • Der Oberst und der Dichter
  • Schicksalsreise
  • Karl und Rosa
  • 1956 - Hamlet, oder die lange Nacht nimmt ein Ende
  • Die Zeitlupe
  • Aufsätze zur Literatur

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]