29 C'hwevrer
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Ur bloavezh bizeost eo ur bloavezh gant ur 29 a viz C'hwevrer.
Taolenn |
Darvoudoù[kemmañ]
- 1504 : Kristol Goulm a implij e anaoudegezhioù war ar fallaenn war al Loar an noz-mañ da gendrec'hiñ Ameridianed da bourveziñ anezhañ.
- 1940 : dont a ra Hattie McDaniel da vezañ aktourez zu kentañ da c'hounit un Oskar evit he roll e Gone with the Wind.
- 1940 : e Berkeley (Kalifornia) eo ez eo roet Priz Nobel ar Fizik 1939 da Ernest Lawrence gant pennkoñsul Sveden San Francisco, abalamour d'an Eil Brezel Bed.
- 1960 : ur c'hren-douar e Maroko a lazh ouzhpenn 3000 den ha distrujañ a ra ul lodenn vras eus Agadir e su ar vro.
- 1988 : an arc'heskob Desmond Tutu asambles gant 100 den a iliz zo serret e-pad un emsav a bemp deiz a-enep an apartheid er C'hab.
Ganedigezhioù[kemmañ]
- 1468 : Paol III (bet ganet Alessandro Farnese), 220vet pab († 10 a viz Du 1549 e Roma).
- 1692 : John Byrom, barzh saoz († 1763).
- 1792 : Gioachino Rossini, sonaozer italian († 13 a viz Du 1868 e Pariz).
- 1896 : Morarji Desai, kentañ ministr India († 1995).
- 1920 : Michèle Morgan (Simone Renée Roussel hec'h anv gwir), aktourez c'hall.
- 1960 : Khaled, kaner sonerezh raï eus Aljeria.
Marvioù[kemmañ]
- 1944 : Pehr Evind Svinhufvud, Prezidant Finland (° 1861).
- 1956 : Elpidio Quirino, Prezidant Filipinez (° 1890).