Žemaitija

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Žemaitija en Europa.
Arouezioù Žemaitija.
5 rannvro istorel Lituania:      Aukštaitija      Lituania Vihan      Dzūkija      Žemaitija      Sudovia

Samogitia pe Žemaitija (lituaneg; samogitianeg: Žemaitėjė) zo unan a bemp rannvro dudoniel Lituania, lec’hiet e gwalarn ar vro. Ar gêr vrasañ enni zo Šiauliai. Anavezet eo Žemaitija evit hec’h istor (Dugelezh Samogitia zo bet ar vro pe rannvro bagan diwezhañ) hag he sevenadur dibar, hag ar samogitianeg disheñvel mat diouzh al lituaneg standart (ur yezh eo hervez ar standardoù etrevroadel (ar statud a yezh zo bet roet d’ar samogitianeg e 2010), hogen ur rannyezh nemetken hervez Lituaniz o-unan).

Anv[kemmañ]

An anv Samogitia zo bet roet d’ar vro gant Kornogiz. Stumm dazkemmet an anv orin lituanek e vefe. Gellout a reer enta implijout an anv Samogitia pa gomzer ag ar vro istorel (cf. Dugelezh Samogitia) ha Žemaitija pa gomzer ag ar rannvro lituaniat a-vremañ.

Anv ar rannvro-se a dalv "Izeldirioù" e yezh ar vro.

Douaroniezh[kemmañ]

Gweledva a Žemaitija.

Klotañ a ra tamm-pe-damm Žemaitija (n’he deus ket ur statud melestradurel ha politikel gwall sklaer) gant meur ag apskritis (rann diriadel a Lituania): ul lodenn vihan ag apskritis Kaunas, lodenn gornogel a hini Šiauliai, apskritis Tauragė, hini Telšiai, ha norzh re Klaipėda ha Marijampolė.

Ur gompezenn vras eo al lod bras a Žemaitija.

Kêrioù[kemmañ]

Kêrioù brasañ Žemaitija zo (anvioù e samogitianeg war-lerc'h):

Istor[kemmañ]

Arouezioù istorel Samogitia.

A-raok savidigezh Dugelezh-Veur Lituania e oa Samogitia renet gant noblañs ar vro. En ur gronikenn e vez graet anv a zaou zug Samogitia o doa sinet e 1219 ur feur-emglev gant Volhynia. War-lerc’h, en XIIIvet kantved, e teuas da vout ur vro waz da Lituania daoust mar beze bihan levezon an Dur-Meur enni. Gant-se, da vare ren roue kentañ Lituania, Mindaugas, e rae ar Samogitianed gant ur politikerezh emren e-keñver o enebourion: kenderc’hel a raent ar stourm a-enep d’ar Varc’heion douger-kleze goude ma voe sinet ur feur-emglev a beoc’h etre ar re-mañ diwezhañ ha Mindaugas.

E-pad 200 vloaz he doa bet Samogitia ur roll pennañ en istor Lituania o talañ ouzh emled ar Stad Teutonek ha meur a wezh e faezhas ar Samogitianed Marc’heion Livonia war tachennoù emgann Saulė (1236), Skuodas (1259) ha Durbe (1260).

Dav e voe bet da Jogaila ha Vytautas dilezel Samogitia ouzh he reiñ d’an Urzh Teutonek e 1382, 1398 ha 1404… hogen, en ur souten dre guzh emsavadegoù ar Samogitianed e 1401 ha 1409. War-lerc’h o faezhidigezh e Grunwald e 1410 hag ar brezelioù da heul e tilaoskas ar Varc’heion Deutonek ar vro da Zugelezh-Veur Lituania.

Annezidi diwezhañ o tegemer ar feiz kristen e voe bet ar Samogitianed (1413). Disheñvel e oa aozadur sokial Samogitia diouzh hini Lituania: muioc’h a gouerion zieub a oa enni, ha bihanoc’h e oa an domanioù labour-douar.

Tudoniezh[kemmañ]

Unan a rannvroioù unvanañ Lituania a-fet genelelezh eo: n’eus enni bihannniver kenelel ebet koulz lavaret (en enep da reter ar vro mard eo stank a-walc’h ar minorelezhioù polonek ha rusianek). En hanterenn gentañ ag an XIXvet kantved e voe Žemaitija unan eus brasañ kreizennoù sevenadurel Lituania.

Nebeutoc’h-nebeut a Žemaitijaned a gomz samogitianeg war ar pemdez dre ma ra muioc’h-mui an dud gant al lituaneg standart. Neoazh, klasket e vez amañ hag ahont reiñ ur plas d’ar (rann-)yezh-se ouzh ar panelloù pe er skolioù (e skolioù zo a-c’hwael).

Touristelezh[kemmañ]

Desachañ a ra Žemaitija un nebeud touristed e Palanga (kêr gouronkañ) hag e Park Broadel Žemaitija (Žemaitijos nacionalinis parkas), ennañ diwezhañ koadeier ha lenn Plateliai. Al lod bras ag an douristed a zeu ag ar peurrest a Lituania pe ag ar broioù tost (Latvia, Polonia, Rusia, Alamagn).