Mont d’an endalc’had

Triliv

Eus Wikipedia

Un triliv zo ur banniel tri liv warnañ.

War bannieloù zo emañ al livioù a-led, evel war hini an Izelvroioù. War re all emaint a-serzh, evel war hini Bro-C'hall.

Bannieloù triliv all zo ha ne vez ket graet bannieloù triliv anezho abalamour ma vez strewet al livioù en un doare disheñvel, evel war bannieloù ar Rouantelezh Unanet ha Stadoù Unanet Amerika.

Banniel Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel triliv Bro-C'hall.

E brezhoneg e vez implijet kenañ ar ger "triliv" evit envel banniel Bro-C'hall. Meur a abeg zo da se, ouzhpenn hini an tri liv gall :

  • n'eus bro amezek all ebet tost da Vreizh, pe ken tost all
  • n'eus nemet daou liv war banniel Breizh
  • savet eo an droienn diwar an droienn c'hallek a ra "le drapeau tricolore" eus ar banniel gall, goude ma'z eus meur a vanniel all er bed gant tri liv ivez. Gwir eo ez eo unan eus ar re goshañ, met koshoc'h egetañ eo banniel ar Rouantelezh Unanet, warnañ ar memes livioù (glas, gwenn ha ruz), nemet aozet en un doare all
  • ar banniel displeget ar muiañ e Breizh, p'e weler war bep ti-kêr, war savadurioù ar stad ha war pep monumant ar re varv.

Bannieloù republikan all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar an tan c'hwezhet e kalon republikaned ar mare-se er broioù amezek e voe krouet bannieloù nevez e republikoù nevez an amzer evel re ar republikoù-mañ:

Bannieloù anvet “Triliv”

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bannieloù triliv all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ ul listennad bannieloù triliv :

-an tri liv a-led :

-an tri liv a-serzh :

-en un doare all:

Re all zo c'hoazh.

Bannieloù triliv ha glas-gwenn-ruz ouzhpenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • www.languedoc-france.info/06141201_tricolore.htm Banniel broadel ar Frañs: an triliv gall hag e levezon war ar bannieloù triliv ha republikan all.