Mont d’an endalc’had

Zuidkote

Eus Wikipedia

Kumunioù Bro-C'hall
Anv izelvroek Zuidkote
Anv flandrezek kornôgel Zuudkote
Anv ofisiel Zuydcoote
Lec'hiadur
Skoed
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Hauts-de-France
Departamant Norzh
Bro hengounel
Arondisamant Dukark
Etrekumuniezh Communauté urbaine de Dunkerque Grand Littoral
Kanton Dukark-Reter
Kod INSEE 59668
Kod post 59123
Maer Paul Christophe
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 2,6 km²
Led 51° 03' 54" Norzh
Hed 02° 29' 25" Reter
Uhelder kreiz 5 m
Uhelder bihanañ 1 m
Uhelder brasañ 26 m
Poblañs hep kontoù doubl 1 669 (2010)
Stankter 647 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Zuidkote (anv ofisiel:Zuydcoote) a zo ur gumun hag ur gêrig eus Flandrez Frañs (departamant an Norzh), er Westhoek, war ribl Mor an Hanternoz.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brezel-bed kentañ: 19 den eus ar gumun a varvas abalamour da fedoù-brezel[1]; implijet e voe an ti-yec'hed evit gober war dro ar soudarded bet gloazet pe manet klañv e Talbenn Flandrez Belgia[2].
  • Eil brezel-bed: 11 den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[1]; distrujet e voe an ti-yec'hed.
  • Norzh-Afrika: ur soudard eus ar gumun a varvas e Maroko e 1955[1].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bered-veur Nécropole Nationale de Zuydcoote

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Teir lodenn a zo er vered-veur Nécropole Nationale de Zuydcoote : Gallaoued 1914-1918, Muzulmiz Norzh-Afrika 1914-1918, Gallaoued 1939-1945, 1 858 soudard anavezet en holl; ur soudard rusian a zo beziet eno ivez[3],[4].

Takad alaman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bered ar C'hommonwealth: Zuydcoote Military Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 1
Aostralia 1
Kanada 5
Belgia 1
Rouantelezh-Unanet 314
Zeland-Nevez 4
Hollad 327

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered en diskar-amzer 1917 p'edo ar XVvet Corps o terc'hel an talbenn e Nieuwpoort gant daou ospital-brezel (34th and 36th Casualty Clearing Stations); an darn vrasañ ag ar vilourion douaret enni a varvas enne. Daou vez a voe degaset eus Zuydcoote Churchyard French Military Extension goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918[5].

Emdroadur ar boblañs 1800-2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2008 → bremañ Paul Christophe tu-dehou, distrollad
2005 2008 Philippe Defurnes Strollad Sokialour Gall
1989 2005 Daniel Vanhove Strollad Sokialour Gall
1971 1989 Pierre Lamstaes tu-dehou, distrollad
1953 1971 Constance Verwaerde tu-kleiz, distrollad
1935 1953 Eugène Pollefoort
1925 1935 Emile Deswarte
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Monumant ar re varv
  2. Hôpital Maritime de Zuydcoote
  3. 3,0 ha3,1 Mémorial GenWeb
  4. Photo et Histoire
  5. WW1 Cemeteries