Yves Laloy
Neuz
Yves Laloy, bet ganet d'an 13 a viz Even 1920 e Roazhon hag aet d'an anaon d'an 8 a viz Gwengolo 1999 e Kankaven, a oa un tisavour hag ul livour surrealour breizhat.
Mab e oa da Louise Spinosi, ur Gorsikadez, ha da bPierre Laloy. E dad hag e dad-kozh, Jean-Marie Laloy a oa tisavourien e Roazhon hag e eontr-kozh, Armel Beaufils, ur c'hizeller breizhat brudet. Tad eo da bPascal Laloy, arzour ivez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1945 : tisavour diplomet gant Skol an Arzoù-kaer Pariz
- 1948-1952 : tisavour e Roazhon
- 1952 : en em ouestlañ a ra d'al livouriezh
- 1954-1955 : beajoù en Europa, tro ar Mor Kreizdouar war varc'h-houarn, adalek Bro-Spagn betek Kanol Suez
- 1958 : kentañ diskouezadeg e-unan e La Cour d'Ingres e Pariz (rakskrid katalog an diskouezadeg bet skrivet gant André Breton)
- 1959-1989 : diskouezadegoù dreist-holl e Pariz, Basel, Hamburg, Milano, New York
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bateaux à Cancale ("Bigi e Kankaven"), eoullivadur war lien, 1948-1959
- Les petits pois sont verts… les petits poissons rouges… ("Glas ar piz bihan... ar pesked aour bihan..."), eoullivadur war lien, 1959 (golo eil embannadur levr André Breton «Le surréalisme et la peinture»)
- Je suis breton, Je suis la loi, VIVA el PERU ("Breizhad on, Al lezenn on, VIVA el PERU"), eoullivadur war lien, 1964
- Le poisson est dans la mer et la mer est dans le poisson ("Ar pesk a zo er mor hag ar mor a zo er pesk"), eoullivadur war lien, 1970
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le surréalisme et la peinture, André Breton, Gallimard, ad. 1965
- Yves Laloy, Carl Lazlo, 1972
- Yves Laloy, peintures et objets, Miklos von Bartha, Ed. von Bartha, 1989
- L'Apport du surréalisme chez Yves Laloy. Symbolisme et magie picturale, Suzanne Duco-Nouhaud, kounskrid studi don, Istor an Arz a Vremañ, Université Paris IV, 2000
- Ecritures, signes plastiques et signes linguistiques dans l'oeuvre d'Yves Laloy, Anne Boutaud, kounskrid studi don, Université Paris I, 2000
- Yves Laloy (1920-1999), Editions Apogée, Musée des Beaux-Arts de Rennes, 2004