Mont d’an endalc’had

Youriy Gagarin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Youri Gagarin)
Youriy Gagarin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
LealdedUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denЮрий Алексеевич Гагарин Kemmañ
Anv ganedigezhЮрий Алексеевич Гагарин Kemmañ
Anv-bihanЮрий Kemmañ
Anv-familhGagarin Kemmañ
Patronym or matronymAlekseyevich Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Meu 1934 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKlushino Kemmañ
Deiziad ar marv27 Meu 1968 Kemmañ
Lec'h ar marvNovosyolovo Kemmañ
Doare mervelmarv dre zegouezh Kemmañ
Abeg ar marvaircraft crash Kemmañ
Lec'h douaridigezhKremlin Wall Necropolis Kemmañ
TadAleksey Gagarin Kemmañ
MammAnna Gagarina Kemmañ
PriedValentina Ivanovna Gagarina Kemmañ
BugelYelena Gagarina, Galina Gagarina Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Michernijer karr-nij, Astraer, ofiser, politiker, ergerzhour Kemmañ
Kargdeputy of the Supreme Soviet of the Soviet Union Kemmañ
Bet war ar studi eSaratov Pedagogical College, Orenburg Military Aviation Piloting High School, Zhukovsky Air Force Engineering Academy Kemmañ
Lec'h annezUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Kefridi astraerVostok 1 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Komunour an Unaniezh Soviedel Kemmañ
Perzhiad e22nd Congress of the Communist Party of the Soviet Union, 23rd Congress of the Communist Party of the Soviet Union Kemmañ
Grad milourelKoronal, podpolkovnik, major, senior lieutenant, letanant Kemmañ
Skour luYuri Gagarin Cosmonaut Training Center, Soviet Air Forces Kemmañ
Ezel eusInternational Academy of Astronautics, First group of Soviet cosmonauts Kemmañ
Darvoud-alc'hwezspaceflight Kemmañ
Deskrivet dreBust of Yuri Gagarin, Irakleio Kemmañ

Youriy Alekseyevitch Gagarin (rusianeg: Ю́рий Алексе́евич Гага́рин, Youriy Alekseyevitch Gagarin [jurʲɪj ɐlʲɪˈksʲeɪvʲɪtɕ ɡɐˈɡarʲɪn]) (9 a viz Meurzh 1934 - 27 a viz Meurzh 1968) a oa un egoraer soviedel hag un Haroz eus an Unaniezh Soviedel.
D'an 12 a viz Ebrel 1961, e bourzh an egorlestr Vostok I, e oa bet an den kentañ o vont en egor. Ur gelc'htro a reas en-dro d'an Douar e-pad 1 eurvezh hag 48 munut. Gagarin en doa servijet goude-se evel rener ar gourdoniñ evit kreizenn gourdoniñ an egoraerien nepell diouzh Moskva, a voe adanvet dre e anv. Marvet e 1968 pa oa pilet e garr-nij gourdoniñ MiG-15. Ar Fédération Aéronautique Internationale en doa krouet ar vedalenn aour Youriy A. Gagarin evit e enoriñ.

Youriy Gagarin a oa bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1934 e kêriadenn Klushino, nepell diouzh Gzhatsk (adanvet Gagarin e 1968 goude e varv). Labourerien e oa e dud en un atant kenstrollet : Alexey Ivanovich Gagarin evel kalvezer ha mañsoner, Anna Timofeyevna Gagarina evel dastumerez laezh. An trede bugel a-ziwar pevar e oa Youriy, goude e vreur henañ Valentin, e c'hoar Zoya, hag a-raok e vreur Boris.
Evel milionoù a dud en URSS, ar familh Gagarin a oa bet gwasket gant an nazied e-pad an Eil Brezel-bed. Klushino a oa bet e dalc'h an Alamaned e miz Du 1941 pa oant o tagañ Moskva. Un ofiser alouber en devoa kemeret ti ar re Gagarin. Ar familh a oa bet aotreet da sevel un ti pri e-tro 9 m² gorread e ziabarzh war an dachenn a-dreñv an ti gwirion. Chomet e oant da grakvevañ eno e-pad ur bloavezh ha nav miz betek fin an dalc'h alaman war ar gêriadenn. E,1943, ar breur hag ar c'hoar koshañ a voe harluet gant an Alamated e Polonia evel sklaved labour ; distroet e oant e diwezh ar brezel e 1945 nemetken. E 1946, ar familh he devoa dilojet e Gzhatsk. Eno e kendalc'has Youriy Gagarin gant e studioù eil derez.

Amsklaer e chom marv Youriy A. Gagarin hiziv an deiz c'hoazh[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jenks, Andrew L. : The Cosmonaut Who Couldn't Stop Smiling: The Life and Legend of Yuri Gagarin, Northern Illinois University Press, 2012 (ISBN 978-0-87580-447-7).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]