Yezh OV
Renkadur hervez urzh ar gerioù | |
---|---|
Yezh VO
|
Yezh OV
|
SVO | SOV |
VSO | OSV |
VOS | OVS |
|
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh OV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh renadenn ("O") - verb ("V"), da lâret eo e teu ar renadenn dirak ar verb.
Doareoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri doare ez eus:
- Yezhoù SOV, d.l.e. rener - renadenn - verb
- Yezhoù OSV, d.l.e. renadenn - rener - verb
- Yezhoù OVS, d.l.e. renadenn - verb - rener
Renadur ar penn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre vras e vez diorroet a-gleiz ar yezhoù OV, da lâret eo e vez lec'hiet penn e diwezh ur rannfrazenn peurliesañ.
Er yezhoù VO e vez implijet lerc'hennoù kalz aliesoc'h evit araogennoù.
Kengerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar yezhoù OV implijet gante kengerioù a ra peurliesañ pe atav (da skouer an turkeg) lostgerioù kentoc'h evit rakgerioù.
Istor an termen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant W. P. Lehmann e oa bet kinniget da gentañ kenstrollañ ar c'hwec'h isdoare e daou doare urzh-gerioù pennañ (yezhoù VO ha yezhoù OV) e diabarzh e framm teorikel anvet "Pennaenn Diazez al Lec'hiadur" (FPP: Fundamental Principle of Placement), oc'h arguzenniñ n'eo ket dre ret ar rener elfenn bennañ ur frazenn.