Yaou (deiz)

Eus Wikipedia
An doue Thor, livet gant Mårten Eskil Winge, 1872

Ar Yaou eo an deiz etre ar Merc'her hag ar Gwener. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta ar pevare deiz eus ar sizhun.
Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro e kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar pempet deiz.
Eus an doue roman Yaou e teu an anv, Jovis e latin, doue ar c'hurun, an taran. An doue an hini en deus roet e anv d'ar Yaou e saozneg : Thursday, "Devezh Thor"[1].

Krennlavarioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar Yaou / An deiz diwezhañ nemet daou — E Breizh e veze heuliet ar boaz da lakaat ar sizhun da gregiñ gant ar Sul.
  • War-lerc'h ar Merc'her emañ ar Yaou / Paket ar sizhun er c'hraou.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sweet Thursday, ur romant gant John Steinbeck, a zeu war-lerc'h Cannery Row, a zeue war-lerc'h Tortilla Flat.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Paul COUDERC : Le Calendrier. Que sais je ? , n° 203. PUF. 1946 - 1993.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Yaou er
wikeriadur, ar geriadur frank.