Sul (deiz)

Eus Wikipedia
Ur sulvezh, gant Paut Scrignac, 1890

Ar Sul eo an deiz etre ar Sadorn hag al Lun. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta ar seizhvet deiz eus ar sizhun, hag an hini diwezhañ. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar c'hentañ deiz eta. Dont a ra an anv eus anv latin an heol, Sol (Helios e gregach), a oa ur blanedenn hervez soñj tud an Henamzer. E-pad an impalaeriezh-uhelañ e oa anavezet an deiz-se e latin: Sulius Dies, diwar anv an Heol (klotañ a ra al latin "s" gant ar predeneg "h"). Pa oa deuet an impalaeriezh da vezañ kristen (sened Nikea, +325) e oa bet kemmet anv an deiz-se e: Dies dominicus, deuet da vout dimanche e galleg. Met an anv latin a zo chomet e brezhoneg: Sul.

En deiz-se eo an deiz dilabour pennañ eus ar sizhun e meur a vro dre ar bed, ar bed kornôgat da gentañ penn hag ar broioù levezonet gantañ.

Adverb[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar Sul eo deuet deiz Sul, deuet da vout disul (a zo un adverb).

Petra d'ober d'ar Sul[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra diskuizh ar Sul eus ar Bibl, a zo disklêriet ennañ e tiskuizhas Doue d'ar seizhvet deiz. Miret e oa an deiz-se evit an oberoù relijiel: an oferenn-bred, hag ar gousperoù goude kreisteiz.

Labour Sul[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An urzh kevredigezhel-se a zo bet o ren buhez an dud e-pad 2 000 bloaz en Europa gristen a c'hallfe bezañ oc'h echuiñ. Hiziv ne vez ket kalz tud en ilizoù d'ar Sul e meur a vro, gwelet e vez tud o labourat er parkeier, stalioù 'zo a vez digor, ha kaoz zo da zigeriñ muioc'h-mui a stalioù c'hoazh en deiz-se, en anv frankiz ar brenerien da brenañ hag ar werzherien da werzhañ, bemdez-c'houloù ha bemdez-Doue.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Sul er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul