Yann III Navarra

Eus Wikipedia
Siell Yann III Navarra
Skoed Rouantelezh Navarra dindan an Tiegezh Albret
Iliz-veur Lescar

Yann III, pe Yann Albret ( Jean d'Albret e galleg), ganet en 1469, ha marvet e Pau d'ar 17 a viz Mezheven 1516, a oa Roue Navarra, eus an Tiegezh Albret.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Alan Albret (Alain d'Albret e galleg; war-dro 1440-1522), Aotrou Albret, Dug Guyenne, Kont Graves, ha da Françoise de Châtillon (marvet en 1481), Kontez Périgord, beskontez Lemojez. E vamm a oa merc'h da Gwilherm Châtillon-Blois, kont Pentevr ha beskont Lemojez, ha da Isabelle de la Tour d´Auvergne. Breur e oa da Charlotte d'Albret, a zimezas dre heg da Cesare Borgia.

Kont Périgord e oa Yann Albret etre 1481 ha 1516, Beskont Lemojez adal 1481 ha beskont Tartas n'ouzer ket adal pegoulz .

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 14 a viz Gouhere 1484 en Orthez e timezas da Katelin Navarra, Rouanez Navarra. Kurunennet e voe ivez evel roue Navarra (1484-1516). Roue e oa eta jure uxoris ( dre wir e bried) a oa rouanez abaoe ar bloaz a-raok pa oa marvet he breur, Francisco Febo.

Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1512 e voe trec'het gant Fadrique Álvarez de Toledo (dug Alba), a aloubas Navarra war c'hourc'hemenn Fernando II Aragon, dimezet da Germana de Foix, a oa keniterv d'ar rouanez Katelin Navarra.

En 1513 en em vodas Cortes Navarra, met ne deuas nemet an dud a-du gant Aragon, da embann e oa deuet Fernando II Aragon da vezañ roue Navarra. Staget e voe Navarra ouzh Aragon, ha tri bloaz goude, da Gastilha.

O chom e oa ar rouaned Yann ha Katelin e Bearn, hag alese e klaskjont, dre veur a wech, adkemer Rouantelezh Navarra hogen aner e voe.

Diwar neuze ne renas an Tiegezh Albret nemet war Navarra Izel, pe Nafarroa Beherea, hag e chomas er galloud betek marv Janed III Navarra e 1572.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trizek bugel o doe Yann ha Katelin:

  • Buenaventura Navarra (14 July 1505 – 1510/1511).
  • Martin Navarra (c. 1506 – last mentioned in 1512).
  • Francis Navarra (1508 – last mentioned in 1512).
  • Charles Navarra (1510 – 1528). Took part in the Siege of Naples during the War of the League of Cognac but was captured. Marvet er vac'h da 18 vloaz.
  • Isabeau d'Albret (1512-1555), dimezet e 1534 da René Iañ Rohan, beskont Rohan. Diwezhañ meneg anezhi e 1555.

Yann III Navarra a oa, dre vab Herri II Navarra, tad-kuñv da Herri IV, roue Bro-C'hall.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas e Pau d'ar 17 a viz Mezheven 1516, ha beziet e voe en iliz-veur Lescar.