Yann Gent
Yann Gent (1340-1399), John of Gaunt e anv saoznek, a oa un aotrou saoz, mab da Edouarzh III, roue Bro-Saoz.
Kont Richmond (1342-1372), Lancaster, Lincoln, Derby ha Leicester (1361-1399) e voe. E 1362 e voe anvez da zug Lancaster hag e 1390 da zug Akitania.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Gent, en abati Sant Bavon e 1340. Mab e oa da Edward III (1312-1377), roue Bro-Saoz, ha da Philippa de Hainaut (1314-1369). Breur e oa da Edward of Woodstock, anavezet evel ar Priñs Du.
Dimeziñ a reas da Blanche of Lancaster, merc'h pennhêrez Henry de Grosmont, d'an 19 a viz Mae 1353 ; pa varvas e dad-kaer e kemeras e ditloù : dug Lancaster, kont Lancaster, Derby, Lincoln ha Leicester.
Mervel a reas Blanche e miz Gwengolo 1369 e kastell Bolingbroke.
Addimeziñ a reas Yann Gent e miz Gwengolo 1371 da Gonstanza de Castilla, merc'h da Bedro Iañ Kastilha, e Roquefort (en departamant gall Landes hiziv), e Guyena.
D'an 30 a viz Genver 1372 e voe anavezet Yann hag e bried, gant e dad Edouarzh, evel rouaned Kurunenn Kastilha.
D'ar 25 a viz Gouhere 1386 e tilestras en A Coruña. Kurunennet e voe evel roue Galiza (1386-1387) e Santiago ha kerzhout a reas gant un arme war-du kreisteiz Galiza. E lez a ziazezas en Ourense da dremen ar goañv. Emglev a reas gant João Iañ, Roue Portugal a zimezas d'e verc'h Philippa of Lancaster.
Sinañ a reas ur feur-emglev gant ar roue Juan Iañ Kastilha e miz Gouhere 1388 e Baiona.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas.
- E miz Mae 1359, en abati Reading, da Blanche of Lancaster, merc'h da Henry of Grosmont, kentañ dug Lancaster, keniterv dezhañ, pinvidik-mor ; mervel a reas Blanche gant ar vosenn e 1369 e kastell Bolingbroke, pa oa he fried war vor.
- O merc'h Philippa (1360–1415) a zimezas e 1387 da João Iañ (1357–1433), Roue Portugal.
- John (1362–1365), e vab kentañ, marvet da dri bloaz ;
- Elizabeth (1364–1426), dimezet div wech :
- e 1380 da John Hastings, 3de kont Pembroke (1372–1389), dimeziñ torret e 1383 ;
- addimezet e 1386 da John Holland, 1añ dug Exeter (1350–1400) ;
- da Sir John Cornwall, 1añ Baron Fanhope (marvet e 1443).
- Edward (1365) marvet a-raok bloaz.
- John (1366–1367), marvet da ur bloaz.
- Henry, pe Henry Bolingbroke (1367–1413), a voe roueet evel Herri IV, dimezet div wech :
- da Vary de Bohun (1369–1394) ;
- da Janed Navarra (Rouanez Bro-Saoz) (1368–1437).
- Isabel (1368–1368)[1],[2]
- E 1371 da Gonstanza de Castilla (1354-1394), merc'h da Bedro de Castilla. Dre an dimeziñ-se en doe gwirioù war Kurunenn Kastilha, a glaskas tapout en aner. Daou vugel o doe :
- o merc'h Katherine of Lancaster (1372–1418), hag a zimezas da Enrique III (1379–1406), Roue Kastilha ;
- da Gatherine Swynford (ganet de Roet/Roelt), serc'h da gentañ, pried goude, divastardet o bugale e 1397 :
- John Beaufort, 1añ kont Somerset (1373–1410)
- dimezet da Vargaret Holland.
- Henry Beaufort, eskob Winchester ha kardinal (1375–1447)
- Thomas Beaufort, Dug Exeter (1377–1427)
- dimezet da Vargaret de Neville, merc'h da Dhomas de Neville ha Joan Furnivall.
- Joan Beaufort (1379–1440), dimezet div wech :
- da Robert Ferrers, 5vet baron Boteler of Wem
- da [Ralph Neville, 1añ kont Westmoreland]].
- John Beaufort, 1añ kont Somerset (1373–1410)
Bugale all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur vastardez e oa e vugel kentañ, Blanche (1359-1388/89), merc'h da Varie de Saint-Hilaire, eus Hainaut (1340-goude 1399), hag a oa dimezell a enor d'e vamm, ar rouanez Philippa. Kement-se a c'hoarvezas a-raok dezhañ dimeziñ d'e geniterv Blanche of Lancaster.
Diwezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beziet e voe en iliz-veur Sant-Paol e Londrez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Leese, Thelma Anna, Blood royal: issue of the kings and queens of medieval England, 1066–1399, Heritage Books Inc.
- ↑ 2,0 ha2,1 G.E. Cokayne; with Vicary Gibbs, H.A. Doubleday, Geoffrey H. White, Duncan Warrand and Lord Howard de Walden, editors, The Complete Peerage of England, Scotland, Ireland, Great Britain and the United Kingdom, Extant, Extinct or Dormant, new ed., 13 volumes in 14 (1910–1959; reprint in 6 volumes, Gloucester, U.K. Alan Sutton Publishing, 2000)