Wunderwaffe

Eus Wikipedia
Arado E.555, un nijerez ijinet gant an Trede Reich na voe biskoazh fardet.

Wunderwaffe ("arm burzhudus"), Wunderwaffen el liester, zo un droienn alamanek kement hag ur ger implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed gant Ministrerezh propaganda an Alamagn Nazi evit ober anv eus "armoù dreistgalloudus".

E gwirionez, darn eus an armoù-se a oa chomet e stad kentpatromoù, hep tizhout an tachennoù emgann, pe pa voe graet e oa re ziwezhat pe e oa ken nebeut anezho ma ne oa bet efed gwirion ebet war ar brezel. An armoù-V pe Vergeltungswaffen, hag a oa bet savet a-raok a oa bet implijet e-leizh dreist-holl war Londrez hag Antwerpen, ur skouer e oa eus mennozhioù nevez armamant Alamagn. Hiziv-an-deiz en alamaneg e vez implijet an droienn Wunderwaffe evel un diskoulm a c'hall renkañ an holl gudennoù ; implijet e vez dre fent dreist-holl.

Adalek ar bloavezh 1942 e oa kroget ar brezel da dreiñ fall evit an Ahel ha dreist-holl Alamagn. Muioc'h-mui e oad krog da glevet e oa armoù nevez o vezañ savet, ar re-se o vezañ reveulzier ha galloudus-tre. Hervez ar propaganda e oant kap da dreiñv ar brezel war an tu mat evit an Trede Reich. A-feur ma oa ar brezel o padout hag o vont war fallaat e veze klevet muioc'h-mui anv anezhe, ha pal ar soudarded hag an drevourien o harpañ anezho e oa gounit amzer evit ma vefent implijet.

A-benn ar fin hervez an istorourien int gwelet hiziv evel unan eus mammennoù koll ar brezel gant Hitler. Implijet e oa bet kalz danvezioù ral, kalz nerzh, kalz prizonidi sklaved aberzhet ha kalz arc'hant evit nebeut. Ma vije bet savet muioc'h eus un nebeud anezho e vije bet drastus evit ar Gevredidi. E fin ar brezel evit Alamagn e oa bet klasket kas ul lodenn eus an ijinoù pe dafar d'o sevel da Impalaeriezh Japan hag a oa bet ivez o klask sevel armoù burzhudus evit gounit ar brezel met en aner ivez. Goude an Eil Brezel-bed e oant bet implijet da vat gant un nebeud anezho o tegas nevezintioù en armamant.

Trede Reich[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad Bigi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dougerien kirri-nij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An douger kirri-nij Graf Zeppelin
  • Graf Zeppelin – un douger kirri-nij 33 550 tonenn moret e 1936; chomet diechu.
  • Flugzeugträger B – bag gevell ar Graf Zeppelin; distrujet gant Alamagn a-raok bezañ implijet.
  • Flugzeugträger C ha D – div vag eus ar c'hlasad Graf Zeppelin.
  • I (1942) – un douger kirri-nij 56 500 tonenn, a-ziwar un dezouger; nullet a-raok ma vije kroget al labour da vat.

Bigi brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karbedoù hobregonet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karbedoù enep kirri-nij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Japan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]