Mont d’an endalc’had

Flakpanzer Coelian

Eus Wikipedia
Flakpanzer Coelian
vehicle model, doare karbed stourm
Iskevrennad euskanol enep kirri-nij emluskek, Panzerkampfwagen V Panther Kemmañ

An 3.7 cm Flakzwilling auf Panther Fahrgestell, berraet en Flakpanzer 341, a oa da vezañ un arm enep kirri-nij emluskek alaman savet gant Rheinmetall e-kerzh an Eil Brezel-bed. Da vezañ dafaret e oa gant daou ganol 3.7 cm Flak 341 en un douribell serr hag a dro. An douribell a oa da vezañ lakaet war diaz ur Panther D. A-benn ar fin ne oa bet savet nemet ur vaketenn eus an douribell.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En desped d'an arnodoù lies e oa bet gwelet ne oa ket diazoù tankoù a-niver, d'an nebeutañ a-walc'h anezho evit an tankoù Flakpanzer. Kement-se dre ma oa bet an Dilestradeg Kevredet en Normandi dreist-holl, ouzhpenn an aergelc'h war fallaat war Talbenn ar Reter ha bombezadegoù efedusoc'h-efedusañ ar Gevredidi war lec'hioù greanterezh an Trede Reich. Kendalc'het e voe al labour war ar Flakpanzer 341 e-pad ar bloavezh 1944, met paouezet e voent e miz Genver 1945 dre ma oa bet gwelet ar c'hanolioù 3.7 cm evel direizh.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]