William Michael Rossetti

William Michael Rossetti (Londrez, 25 Gwengolo 1829 – 5 C'hwevrer 1919) a oa ur skrivagner ha buruteller saoz. Dimeziñ a reas d'an arzourez Lucy Madox Brown ha bugale o doe.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab e oa d'un divroad italian, Gabriele Rossetti, ha d'e bried France Polidori. Breur e oa d'ar varzhez Varia Francesca Rossetti (1827-1876), d'al livour Dante Gabriel Rossetti (1828-1882) ha d'ar varzhez Christina Georgina Rossetti (1830-1894).
William M. Rossetti a voe unan eus seizh kensaver ar Pre-Raphaelite Brotherhood ("Breuriezh rakrafaelour") e 1848, ma voe pennaozer amofisiel ar gevredigezh hag embanner The Germ, ur gelaouenn a embannas peder niverenn e 1850.
E 1874 e timezas da Lucy Madox Brown, merc'h d'al livour Ford Madox Brown (1821-1893). Bugale o doe :
- Olivia Frances Madox (1875-1960) ; meulet e voe he ganedigezh en ur meulgan gant ar barzh Algernon Charles Swinburne (1837-1909) ;
- Gabriel Arthur, ganet e miz C'hwevrer 1877 ;
- Helen Maria, e miz Du 1879 ;
- gevelled, Mary Elizabeth ha Michael Ford, en Ebrel 1881. Michael a varvas en-bihan.
Dizoue e oa Lucy ha William, ha ne voe ket badezet o bugale, a voe skoliet er gêr gant ho mamm hag ur c'houarnerez, e-maez ar relijion.
E 1897 e timezas Olivia d'ur repuad italian anveliour, Antonio Agresti. Mont a rejont da chom da Italia. Eno e teuas Olivia da vezañ troourez ha skrivagnerez. Pa intañvezas e 1926 e kenlabouras gant ar barzh stadunanat Ezra Pound (1885-1972).
Gabriel Arthur, pe Arthur evel a veze graet anezhañ, a voe skiantour, hag a zimezas da Dora Lewis, ha bugale o doe.
Helen a voe livourez, hag e 1903 e timezas da C'hastone Angeli, un den klañvidik hag a varvas un toullad mizioù goude o eured. Ur verc'h dalif o doe, Imogen Lucy, e 1904.
D'ar 5 a viz C'hwevrer 1919 e varvas William M. Rossetti e Londrez, ha beziet eo e bered Highgate[1].
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darnel eo al listenn-mañ.
- 1850 : The Germ: thoughts towards nature in poetry, literature, and art
- 1869 : Essays on early Italian and German books of Courtesy
- 1876 : Walt Whitman
- 1878 : Lives of famous poets from Chaucer to Longfellow: with lists of minor poets whose biographies are not included
- 1880 : American poetry: a representative collection of the best verse by American writers
- 1886 : Memoir of Percy Bysshe Shelley
- 1889 : Dante Gabriel Rossetti as designer and writer
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (en) (fr) Find A Grave