Lucy Madox Brown

Eus Wikipedia
Poltredet gant Dante Gabriel Rossetti (1874)

Lucy Madox Brown (Pariz 1843 - ) a oa ul livourez saoz eus amzervezh ar Rakrafaelourien, hag a zimezas da unan anezho, William Michael Rossetti, breur d'al livour Dante Gabriel Rossetti ha d'ar varzhez Christina Rossetti.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Ford Madox Brown ha da Elizabeth Bromley. He mamm a varvas e 1846, pa oa tri bloaz ar verc'hig. Kaset e voe da chom gant he moereb, Helen Bromley, a veve e Gravesend, e Kent.​

En 1856 ez eas da chom da di an tiegezh Rossetti, da Londrez. Eno e veze kelennet gant Maria Francesca Rossetti a zeuas goude da vezañ c'hoar-gaer dezhi.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 31 a viz Meurzh 1874 e timezas da William Michael Rossetti, eil mab Gabriele Rossetti ha Frances Polidori, ha goude-se e labouras nebeutoc'h evel arzourez.

Beaj-eured a voe, dre Vro-C'hall hag Italia, betek Napoli, e miz Ebrel 1874. Pa zistrojont da Vro-Saoz e kavjont diaes bevañ gant tiegezh William's family, hag abalamour d'o mennozhioù relijiel disheñvel diouzh re he div c'hoar-gaer Frances ha Christina, a oa devodezed kristen, ez ejont da chom da gêr Bloomsbury war-dro dibenn 1876[1].

Kenlabourat a reas da sevel buhez Mary Shelley , en dastumad ‘Eminent Women Series’ en 1890.

Bugale o doe:

  • Olivia Frances Madox, ganet e Gwengolo 1875,
  • Gabriel Arthur, ganet e C'hwevrer February 1877,
  • Helen Maria, e miz Du 1879,
  • gevelled, Mary Elizabeth ha Michael Ford, en Ebrel 1881. Michael a varvas en-bihan.

Dizoue e oa Lucy ha Wiliam, ha ne voe ket badezet o bugale, a voe skoliet er gêr gant ho mamm hag ur c'houarnerez.

E 1897 e timezas Olivia d'ur repuad italian anarkour, Antonio Agresti. Mont a rejont da chom da Italia. Eno e teuas Olivia da vezañ troourez ha skrivagnerez. Pa intañvezas e 1926 e kenlabouras gant Ezra Pound.

Gabriel Arthur, pe Arthur evel a veze graet anezhañ, a voe skiantour, hag a zimezas da Dora Lewis, ha bugale o doe.

Helen a voe livourez, hag e 1903 e timezas da Gastone Angeli, un den klañvidik hag a varvas un toullad mizioù goude o eured. Ur verc'h dalif o doe, Imogen Lucy, en 1904.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klañv e oa gant an droug-skevent, ha mont a reas da Italia abalamour d'he yec'hed. Mervel a reas d'an 12 a viz Ebrel 1894 en Hotel Victoria, e Sanremo, e bezañs he fried hag he merc'h Olivia. Beziet e voe e bered La Foce. Fellout a reas dezhi leuskel he madoù gant he bugale, ha kement-se, hervez Dinah Roe, d'o gwareziñ bete-gouzout ec'h addimezje he fried[2].

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roe, Dinah The Rossettis in Wonderland. A Victorian Family History,(London: Haus Publishing, 2011, pp. 277-280
  2. Roe, Dinah The Rossettis in Wonderland. A Victorian Family History,(London: Haus Publishing, 2011), p. 357