Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Merourien/Klemmoù/Dielloù/1

Eus Wikipedia

Klemm (pibien)

Klemm a savan a-enep da Venoni:

  • torret div wech a-ratozh-kaer liammoù gant pennadoù savet ganin
    • gant 8 pennad

[[1]]

    • gant 6 pennad

[[2]] ha skornet ar pennad war lerc'h torriñ al liammoù.

Kement-se zo ur merk nevez a zispriz ouzh al labour graet hag ouzh ul labourer bet kunujennet gantañ dija.

Goulenn a ran ma vo adsavet al liammoù ha roet un evezhiadenn sklaer evit ma paouezo seurt oberoù. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 00:40 (UTC)[respont]

Respont klemmoù

Grevus e rankfe bezañ un afer bennak evit sevel klemm met war ar Wikipedia-mañ eo deuet da vezañ ur boaz. Gwelomp hag-eñ eo gwir ar pezh 'zo bet tamallet da Venoni gant Bianchi-Bihan:

Tamall 1: "torret div wech a-ratozh-kaer liammoù gant 8 pennad"

Aet on da geñveriañ istor ar pennadoù-se ha war a welan N'EO KET BET TORRET AL LIAMMOÙ dre m'eo bet savet adkasoù eus an eil stumm d'egile. Ret eo anzav, avat, ne gavan ket poellek mont da gemmañ stumm anvioù ar pennadoù keit ha m'emañ war ar stern ur votadeg diwar-benn ur politikrezh envel o tennañ d'an dachenn resis-se (d.l.e. ar bibien) ha kavout a rafen gwell gortoz betek fin ar vouezhiadeg betek ma vo bet tizhet ur c'hendiviz a ranko bezañ doujet outañ. Diouzh an tu all, avat, e ranker anzav ivez ma kav mat un implijer bennak kerderc'hel da sevel pennadoù war an dachenn-se daoust ha m'eo bet goulennet hag erbedet outañ gortoz dre m'en deus pep hini ar gwir da sevel pennadoù war an dachenn a blij dezhañ/i ar gwellañ ha dindan ar stumm a blij ar gwellañ dezhañ/i keit ha ma n'eus bet tizhet kenemglev ebet war an dachenn se, ken gwir all eo e c'hell an neb kemmañ pennadoù bet savet gant implijerion all seul wezh ma n'a ket a-enep d'ar reolennoù ha d'ar c'hendivizoù.
Ma ali: TAMALL FAOS.

Tamall 2: "torret div wech a-ratozh-kaer liammoù gant 6 pennad"

Ne welan ket an difoc'h. Marteze e oa bet torret al liammoù er penn-kentañ ur wezh kemmet stumm an anvioù met adkasoù ez eus bremañ ha n'em eus kudenn ebet evit mont eus an eil stumm d'egile a gas d'ar penandoù bet savet gant B-B.
Ma ali: TAMALL FAOS.

Tamall 3: "skornet ar pennad war lerc'h torriñ al liammoù"

Da gentañ, evel em eus displeget a-us, n'eo ket bet torret al liammoù. Reizh e kavan skornañ ar bajenn betek gortoz ur c'henemglev diwar-benn an dachenn envel-mañ evit mont e-bioù d'ur brezel kemmañ-digemmañ. Ne gomprena ket tre perak eo bet kemmet ar stumoù a-raok skornañ ar bajenn met n'eus forzh penaos eo kenkoulz an eil stumm hag egile keit ha na vo ket tizhet un emglev war an dachenn evel-mañ. Stanket eo bet ar bajenn 'michañs gant ar stummoù resis-se peogwir e klota ar stummoù-se gant ar stumm bet votet gant ar muiañ a dud betk-hen (lâret a ran "'michañs" peogwir n'on ket aet da wiriekaat) ha dre ma vo achu ar votadeg emberr ne vo ket kollet kemendall a amzer gant ar verourion o rankout mont da gemmañ an holl stummoù war-lerc'h. Ma'z eo hennezh an abeg e komprenan ar rag hag ar perag daoust ha m'em bijekavet gwell gortoz betek ma vo achu ar votadeg. N'eus forzh penaos, hen adlârete a ran - ar gwir en/he deus un implijer/ez da sevel penandoù ken m'en/he deus un implijer/ez d'o c'hemmañ keit ha ma ne vez torret reolenn pe kendiviz ebet dre hen ober.
Ma ali: TAMALL FAOS.
Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Her 2007 da 06:56 (UTC)[respont]

Respont

  • Souezhus: ar pezh a welan gant ma daoulagad amañ [[3]]

hag amañ [[4]] ne vez ket gwelet gant an holl?

  • Grevus? Terriñ liammoù a dalv ur sac'hadenn un devezh er wiki gallek, daou zevezh pa vez adkroget.
    Aet on da geñveriañ istor ar pennadoù-se ha war a welan N'EO KET BET TORRET AL LIAMMOÙ dre m'eo bet savet adkasoù eus an eil stumm d'egile. Brav eo da lavarout: perak ne lavarez ket an afer en he hed?
    • Gant Benoni e oa torret al liammoù
    • Ganin e oa graet an adkasoù (da 3 eur vintin), ha n'eo ket gant Benoni, setu perak teus gwelet anezho : unan o torriñ, unan oc'h esa dresañ
  • Ne gemmen ket anvioù evit ar blijadur met evit ober liammoù gant pennadoù, pe krouet dija gant tud all (Urban V), pe am boa krouet dija (Linus), pe e oan o klask krouiñ, pa oa unan all o torriñ anezho a-drek ma c'hein
    • ma c'hoarvezfe ganit e kavfes plijadur e-leizh.
  • Ne gemme ket Benoni ma c'hemmoù evit labourat war ar pennad ha degas danvez nevez e-barzh, met dre ma felle dezhañ herzel ouzh ma gwir da labourat war ur pennad ha netra ken, evel ma oarez mat-kenañ, peogwir en doa goulennet an aotre diganit da ober kement-se un tamm a-raok.
Ma ali: n'out ket neptu en afer. Ma vijes e lavarjes splann eo difennet terriñ liammoù: ne rez ket. Ha ne lavarjes eo faos. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 09:12 (UTC)[respont]
DIWALL: ret eo degas prouennoù pa glaskez diswel n'emañ ur merour bennak neptu e alioù. Neptu em eus klasket bezañ rak, da gentañ-holl, daoust ha ma c'hellfen difenn evel implijer ma'z on (hag ar gwir ganin d'hen ober koulz hag ar re all, evel-just) ur sav-poent bennak war afer envel er bibien hag a c'hellfe klotaat gant da hini pe get em eus klasket chom hep difenn savpoent-pe-savpoent war an dachenn-mañ evel merour, hag ouzhpennañ 'rafen a-walc'h ne vern ket re din penaos e vez graet eus ar bibien nag e brezhoneg nag e yezh ebet all ha da eil on aet da glask daveoù fetis dre geñveriañ ar pennadoù bet meneget ganit ez tammallaoù. War a welan-me, ha marteze on faziet ha marteze ec'h a en-dro ma urzhiataer en un doare disheñvel diouzh da hini, n'eo bet torret liamm ebet (da lâret eo n'int ket deuet da vezañ liammoù ruz o kas da neplec'h) rak dasout ha m'eo bet kemmet stumm an anvioù, hag hen adlâret a ran ar gwir en deus un implijer all da gemmañ da bennadoù koulz ha te d'o sevel, ez eus bet savet adkasoù da heul eveit ma ne vefe ket torret al liammoù-se. N'em boa sellet, evel-just, nemet eus al liammoù meneget ganit ez klemmoù - n'hallan ket mont da wiriekaat pep tra (ouzpenn 16.00 pennad ez eus bremañ...). N'em boa ket sellet piv en doa savet an adkasoù - ma oas te,, gwell ha se. Gwir eo e rankje bezañ graet gnt Benoni - met, evel ma skrivez-te gwezh ha gwezh all, e vefe mat leuskel amzer d'an dud a-raok barn ar pezh a reont. Piv 'aor, n'on ket da difenn adenvel pennadoù e korf ur pennad all ha nueze terriñ liammoù hep sevel adkasoù. Difennet? N'oûn ket re, gwall boellek noe ket moarvat. N'eus forzh penaos en deus kilet en deus Benoni ha lâret en deus e vo adlakaet an holl anvioù evel ma oant betek fin ar votadeg. Achu an afer neuze marteze? Pe klasket e vo adstagañ ganti adarre? Hag arabat klask llaat e genoù tud all ytraoù n'o deus ket lâret, d.s. "ma c'hoarvezfe ganit e kavfes plijadur e-leizh". Plijadur a-leizh ne gavin ket sur ha n'eo ket marteze pa ranko bezañ kemmet an holl pennadoù enne anvioù pibien m'ac'h a disoc'h ar votadeg da vont war an tu disheñvel diouzh an hini difennet ganit... M'añfin, ne vo ket honnezh ar wezh kentañ ma rankin koll ma amzer evel-se ha sur-mat ne vo ket ar wezh diwezhañ ivez. Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Her 2007 da 12:55 (UTC)[respont]

Setu listenn an tamalloù faos (sic) a zo kemend-all a liammoù am eus ranket adsevel war-lerc'h o distruj graet gant Benoni hag a zo abeg ma c'hlemm

  1. (diforc'h) (ist) . . N Pab Sergius Iañ‎; 01:27 . . (+26) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Sergius Iañ)
  2. (diforc'h) (ist) . . N Pab Mark‎; 01:26 . . (+18) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Mark)
  3. (diforc'h) (ist) . . N Pab Jelvestr Iañ‎; 01:25 . . (+27) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Jelvestr Iañ)
  4. (diforc'h) (ist) . . N Pab Marsellus Iañ‎; 01:25 . . (+28) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Marcellus Iañ)
  5. (diforc'h) (ist) . . N Pab Lucius Iañ‎; 01:24 . . (+25) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Lucius Iañ)
  6. (diforc'h) (ist) . . N Pap Kornelius‎; 01:23 . . (+21) . . Bianchi-Bihan

(kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Korneli)

  1. (diforc'h) (ist) . . N Anakletus‎; 01:23 . . (+23) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Anacletus)
  2. (diforc'h) (ist) . . N Pab Marsellinus‎; 01:22 . . (+25) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Marcellinus)
  3. (diforc'h) (ist) . . Cornelius‎; 01:19 . . (+55) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn| degasadennoù)

Ankouaet em boa unan, hag am eus graet diwezhatoc'h:

  • (diforc'h) (ist) . . N Pab Urban V‎; 09:36 . . (+21) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (Klask adkrouiñ gant un adkas ar seizhvet pe eizhvet liamm torret gant Benoni)

E gwirionez e oa 10 liamm torret. 10 tamall faos? Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 09:48 (UTC)[respont]

An hevelep re? Ma'c'h int bet ankounac'haet gnit n'o ket ur souzh ma n'int ket bet gwelet ganin, rak daoust ha ma c'hell seblant bezañ galloud gant ur merour, n'on ket doue. Neal (Kaozeal) 20 Her 2007 da 13:06 (UTC)[respont]

Respont Benoni

Trugarez da Neal o vezañ kemeret amzer o respont da tamalloù faos Bianchi-Bihan. Un dra zo gwir d'an nebeutañ e tamalloù BB: n'am eus ket skornet ar bajenn evit labourat warni ha lakaat ma savpoent da dalvezout. Skornet eo bet ganin er stad ma oa e penn-kentañ ar c'hendiviz reolata. Setu tout. Met evit klozañ an afer, ez eo bet adlakaet ganin ar c'hemmoù anv kaset gant BB. N'on ket neutrel tamm ebet eta: lakaat a ran ali BB da dalvezout, dre m'eo bremañ skornet bremañ ar bajenn betek diryaou war ar furm savet gant BB. Emichañs ne teuio den ebet da glemm o rebech din bezañ nann neutrel evit kement-mañ Taol lagad. Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 09:58 (UTC)[respont]

Ur respont all

  • Adlakaet eo bet ar pennadoù gant ma liammoù? Mont a rin da welet. Kement-se a ziskouez e oant bet tennet evel-just. An tamalloù faos ne oant ket faos eta... evel-just.
  • Ma vije bet kaozeet ganin eus ar pennad-se ne vije ket bet ezhomm da skornañ ar bajenn tamm ebet ... ha ne vije bet afer ebet. N'eo ket bet graet.
  • Chom a ra daou dra:
    • ar ger pab lakaet dirak pep anv pab (war skouer ar saozneg) a vo da dennañ er pennad Roll pibien, labour e oan krog d'ober, hag a vo da genderc'hel;
    • ar pennadoù adkas, am boa RANKET sevel evit adober al liamm, a vo da ziverkañ ma'z eo bet adlakaet al liammoù reizh (n'eus ket pennadoù Roue Loeiz, Prezidant Sarkozy, na Senedour Mélenchon): an hini en doa skornet ar bajenn n'en doa soñjet nemet e-barzh mirout ouzhin da labourat, met n'en doa ket soñjet e oa o krouiñ labour ouzhpenn. Evel-se e vez labouret war ar wiki-mañ: hep gwelout ar c'hudennoù a sav war-lerc'h dibaboù zo. Ha kudennoù a vo gant pep anv a vo klasket brezhonekaat. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 16:22 (UTC)[respont]

Klemm enep gourdrouz Benoni

E-kreiz ur gaoz diwar-benn an anvioù latin (pajenn Kaozeal:Lukius Iañ‎ ) en deus skrivet Benoni: Diwall! Lakaet out bet war evezh dija, setu trawalc'h gant da gunujennoù bremañ (div wech dija war ar bajenn-mañ)! Respontet 'm eus bet dija kant gwech war ar bajenn-mañ, war ar bajenn Kaozeal:Roll ar bibien, ha war pajenn kaozeal ar c'hendiviz reolata. Petra lavar ouzhpenn? Lusius a zo ur brezhonekadur "a minima", evel m'eo Luciws ur c'hembreekadur "a minima". N'em eus ket amzer adskrivañ tout ar pezh 'm eus skrivet dija setu lenn ar bajenn-mañ hag ar pajennoù e liamm. Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 20:15 (UTC)

Klemm a savan

  • peogwir e kav gwelloc'h gourdrouz e-lec'h arguzenniñ pa chom berr
  • peogwir e ya da ijinañ kunujennoù e-lec'h n'eus ket : lavaret em boa dezhañ diskouez pelec'h e weler ur gunujenn, n'eo ket bet gouest d'ober, peogwir ne oa hini ebet
  • ma vije diskouezet unan din e vijen-me gouest d'en em zigareziñ, ar pezh n'en deus-eñ graet biskoazh, evel da vare ma c'hlemm diwezhañ ,
  • peogwir e implij an arguzenn-se evel digarez da gastizañ ac'hanon bep tro ma ne vezan ket a-du gantañ pa zispak arguzennoù gwan.

Goulenn a ran ma teuje un tredeog neptu da lavarout dezhañ chom hep gourdrouz an dud pa ne vezont ket a-du gantañ. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 21:31 (UTC)[respont]

Krediñ a rez sevel klemm a-enepdon p'emaout o lakaat reuz war wikipedia dibaoe derc'h dre ma nac'hez disoc'h ur c'hendiviz reolata???!!! Biskoazh kemend-all!!!!! Setu ma goulennez ganin, ya, sevel a ran klemm a-enepdout:
  • Evit lakaat bep tro ha dalc'hmat reuz war wikipedia evit an abegoù disterañ
  • Evit nac'h disoc'hoù ur c'hendiviz reoliata
  • Evit da dagadennoù diehan a-enepdon:
    • War pajenn Kaozeal:Lusius Iañ: skrivañ e lavaran "gevier ruz!"; gourdrouzañ ac'hanon en un doare dismegañsus kenañ "er vuhez n'halli ket, biken", "ne oar ket Benoni", hag all
    • War ar pajenn Kaozeal:Roll ar bibien: silañ e vijen un nazi "An ideologiezh über alles", hag all.

Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 21:41 (UTC)[respont]

Respont

  • Klemm a gredin sevel adalek ma vo gourdrouz evel ma zo bet ganit.
  • N'em eus ket lakaet reuz, arguzennet em eus bep tro: n'eo ket dre ma faot ma oa gwan an arguzennoù kontrol din
  • Gwashoc'h reuz eo, d'am soñj, lavarout traoù faos diwar-benn distagadur al latin ha kemer se da ziazez evit kemm anv ur pennad : d'am soñj ne gas ket brud vat d'ar wikipedia
  • Tagadennoù: evit ur wech e lavarez eus petra ez eus kaoz: evel "tagadennoù diehan" (anaout a ran an diskan) nevenegez nemet daou dra a gavan iskis-bras:
    • "gevier ruz!"; Anzav a ran e implijan a-wechoù gerioù kreñv: met pa lavarez traoù n'int ket gwir (komz eus Lusio pa'z eo Lucio, ken splann hag an heol da greisteiz), ha pa ne fell ket dit anzav, ez eus peadra da goll pasianted. Klask a rin mestroniañ ma imor, met mat e vije dit ober ur striv bennak ivez.
    • silañ e vijen un nazi "An ideologiezh über alles", hag all. Krediñ a raen ne c'halle ket ur politikour desket eveldout meskañ daou c'her alamanek difoupet evel-se gant un ideologiezh bennak: kustum omp da welout seurt meskailhez gant an aotrou Schweinmann (stumm orin anv Chevènenement), hag e ziskibien c'hallek, biken n'em bije soñjet gwelout unan bennak ac'hann o vont d'o heul; ma kari e lenni: [[5]].

Ma tennez da c'hourdrouzoù e vo echu, a-hend-all ... ez ay pelloc'h. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 22:06 (UTC) Er wikipediaoù all e vez graet poent Godwin eus silañ e vijen un nazi. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 16:54 (UTC)[respont]

Stanket e vo B-B ganin e-pad un nebeud devezhioù. Ne vo ket asantet gganin kenderc'hel da dagañ ha na gunujenniñ an dud evel-hen. N'eus netra da welet gant an dibaboù yezh na gant an daore da envel ar bibieon met gant an emzalc'h. Displeget pellc'h war pajenn gaozeal Bianchi-Bihan. Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Her 2007 da 09:13 (UTC)[respont]
Displegadenn ebet. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 05:46 (UTC)[respont]


setu un nebeud lavarennoù alamanek all (ouzhpenn "Deutschland, Deutschland über alles") e vefe gwell ober hepte pa gomzer eus arguzennoù pe sav-poent implijerion/ezed all rak re aes e vef o "zreuzkompren"... Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 07:54 (UTC)[respont]
  • "Arbeit macht frei"
  • "Untermensch"
  • "Ein Volk, ein Land, ein Reich, ein Fuhrer"
  • "Gestapo"
  • "Schutzstaffel"
  • "Meine Ehre heißt Treue"
  • "Die Endlösung"
  • "Einsatzgruppen"
  • "Sicherheitspolizei"
  • "Stasi"
9 foent Godwin gounezet amañ, 10 all war ma fajenn-gaozeal.
Hag evel just, tu ebet da glemm! Gwall dreut eo gwirioù ar genlabourerien er rouantelezh. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 05:46 (UTC)[respont]

Emzalc'h dichek

Klemm a savan a-enep da Venoni abalamour d'e emzalc'h dichek ha feuls amañ [[6]]. Abaoe un toullad deizioù emañ o klask brezeliañ, da skouer amañ:

Ma oar en em zigareziñ e vo echu amañ. Ma fell dezhañ kenderc'hel e vo ret da unan bennak lakaat anezhañ da baouez. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 23:54 (UTC)[respont]

Klemm gant Bianchi Bihan a-enep Kadwalan

Klemm

Klemm a savan a-enep Kadwalan a implij ar wikipedia evit kas ur brezel personel enep din-me. Goulenn a ran barnadenn merourien neptu. Bianchi-Bihan 18 Her 2011 da 13:56 (UTC)[respont]

  1. Brezel ar c'hornichon
  2. Skouer eus un "Emzalc'h negativel o krouiñ un aergelc'h displijus" (sic) er wikipedia
  3. Lemel rummadoù holloueziadurel
  4. Lemel an arouez "diechu" en ur pennad

Gwir respont

N'eo ket gwall sirius a gav din ha gwell e vefe ganimp tremen amzer oc'h astenn danvez Wikipedia.

  1. Poent 1 :
    • N'em eus abeg personnel ebet da zroukprezek diwar da benn ha ne ran ket. Gaou eo. Disoñjal a rez lavaret em eus lavaret eno e ranked fiziañ ennout pa lavarez ne oa ket pal da evezhiadenn eno respont da hini Llydawr eno. Petra lavaret ouzhpenn. Goulenn a rez ganin en em zigareziñ eus ar pezh am eus skrivet war bajenn Llydawr eno. Ne rin ket abalamour ma'z eo gwir. Koulskoude abalamour d'ar c'homzoù heg ha d'ar frazennoù a zaou intent (Lod…, Darn…) a vez ganit alies ha e oa tu d'en em c'houlenn petra oa ster da gomzoù a gav din.
    • Setu ar pezh am eus skrivet eno : Deskrivet mat eo da zoareoù ober hag abaoe pell war pajenn kannadig ar verourien. Plantañ reuz ha lakaat da grediñ goude e vez renet ur brezel personel a-enep dit gant ar verourien, me pe un all, ne vern. Goulenn a ran ganit paouez gant da zroukprezegerezh anat. War a welan n'eo ket echu. Daoust hag ur merour all a raio war-dro?
  2. Diwar-benn ar poent 2 : Skrivet eo dija ar pezh am eus skrivet e kannadig ar verourien war da bajenn kaozadenn. N'eo ket ur sekred ha ma ne vije ket ezhomm ober evezhiadennoù dit ne vefent ket renablet eno da zerc'hel soñj anezhe, abalamour ma tiverkez alies ar pezh a vez skrivet ez pajenn kaozeadenn.
  3. Poent 3 : Enebet az teus dija alies ouzh disoc'h ar c'hendivizoù reolata a oa bet dalc'het en amzer dremenet (s.o. Kannadig ar verourien. N'on ket souezhet eta ne vefe ket degemeret ganit erbedadennoù heuliet e pep lec'h er wiki war-bouez er wiki portugalek ha c'hoazh, war pennad pe pennad moarvat, ma n'int ket skrivet. Bras eo dougen klemm evit hevelep kemmoù. E lec'h blejal eta e vefe gwell klask un diskoulm asambles. Siwazh ne vezez ket goubezet da eskemm mennozhioù hag arguzennoù resis peurliesañ. Ma teu eus ur gudenn hiniennel ganin e kav din e faziez stourm ha ne vi ket heuliet war an dachenn-se ganin. Kinnig a rafen a-walc'h d'ar verourien all sevel ur c'hendiviz reoliata db ar pennadoù disheñvelout hag ar pajennoù goueslet d'an anvioù-badez. Evel-se e vefe sklaer petra ober.
  4. Poent 4 : Daoust hag eñ e talv ar boan respont d'ar poent 4?

Respont gwir pe faos?

Iskis e vije kinniget ur "gwir respont" evel pa vije bet c'hoant d'ober unan faos. D'ober goap ouzh ur c'hornichon bennak?

  1. Hervez ar merour Kadwalan n'eo ket gwall sirius sevel klemm en e enep: siriusoc'h e kav moarvat serriñ, e-pad pevar devezh, kont ur c'henlabourer hag a grou 5 pennad bemdez? Ar pezh a ra-eñ zo sirius, peogwir eo merour, pezh a ra ar re all n'eo ket. Un emzalc'h perc'henn war ar wikipedia, netra ken.
  2. Lavarout a ra n'en deus ket c'hoant da zroukprezeg: ha pa ra, ne gav abeg ebet d'en em zigareziñ. Tud all a oar en em zigareziñ. Un arouez splann a rogoni eus e berzh eta.
  3. Sevel fichennoù db un den pe e oberoù zo kement hag ober labour poliser.
    • Seurt oberoù n'o deus servijet betek-hen nemet d'ar Benoni ha d'ar Meven da vont da flatrañ war ar wikipedia gallek, taolioù kaer!
    • Seurt oberoù a vez bevennet gant al lezenn er broioù demokratel, ha trouz a sav enep da Facebook pa ra heñvel, dre ma vije anezhañ ur Big Brother nevez evit-doare. Ma ne vez ket diverket an oberoù enepholloueziadurel-se eta en em laka ar wikipedia e-maez al lezennoù [8]. Heñvel gant an hini a skriv: An traoù skrivet er c'hannadig [ gantañ] n'int ket traoù ijinet ganin a gredan. Hag ouzhpenn ez eus bet goulennet ganin en ober gant ur merour all [ kuzh e anv] abalamour d'ar verourien all da c'hoût.

Ur c'hwez iskis a glevan o sevel eus ar seurt oberoù. Traoù a bep seurt a c'hoarvez, etre merourien zo, a-drek ar rideozioù: ur merour o c'houlenn digant unan all ober labour pe labour, o ren war ar re all neuze? Piv 'ta? Gwir eo e c'hoarvez traoù iskis all: hervez a lenner e korn pe gorn e vije bet anvet Kadwalan da vureviad. Gant piv, penaos? Roud ebet e neblec'h. Abaoe 5 bloaz m'emaon o labourat amañ eo miret mat ar sekred . Ar re a labour erwikipedia o deus gwir da c'houzout pelec'h e taolont o zroad. Bianchi-Bihan 24 Her 2011 da 12:06 (UTC)[respont]

Respont ar verourien

KLEMM A-ENEP KADWALLAN

Gouzout a ,abaoe bloavezhioù, ne vez ket barnet ar c'hlemmoù a-enep merour ebet. Koulskoude e kavan ez eus peadra adarre.

Klemm a savan a-enep Kadwallan:

Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 09:19 (UTC)[respont]

Trede klemm a-enep Kadwalan

Buanoc'h ez a ar serradennoù kontoù er wikipedia-mañ eget studi ar c'hlemmoù ouzh ar verourien. Ne vern, peadra zo da vagañ meur a glemm all c'hoazh. Klemm a savan dre ma ra fae Kadwalan war ar reolennoù.

Difennet eo d’ur merour serriñ kont un den pa vez o tabutal gantañ

http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Politikerezh_stanka%C3%B1 http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Merourien#Ar_pezh_n.27hall_ket_ar_verourien_ober

  • Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober. Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.

Gortoz a reer ar c'hastiz dleet. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 19:26 (UTC)[respont]

Merour on. Dizali on evel merour gant ar choaz a-berzh Bianchi Bihan da blantañ anvioù alamanek diezhomm e pep lec'h er wikipedia pa vefent aes da dreiñ gant stummoù testeniekaet. Pa ran un dra bennak a-enep ar vandalerezh-se e torrfen ar reolennoù?? Ne gredan ket. Ober un ali personel eus ar fed ma vez skrivet Aostria e lec'h (von) Osterreich pe Prusia e-lec'h (von) Preussen e brezhoneg zo lu. --Kadwalan 30 Du 2011 da 01:32 (UTC)[respont]
Evel merour e rankez bezañ neptu. Pa lavarez "plantañ" e tiskouezez n'out ket neptu. "Aes da dreiñ" zo un ali personel: an troidigezhioù embannet ganit a ziskouezfe da ampartiz-te sur a-walc'h, n'eo ket ken aes al labour d'ar re all. "Stummoù testeniekaet"? Pa gavez da stummoù testeniekaet e Buhez ar sent, ez eus peadra da c'hoarzhin. Ar goulenn amañ zo: daoust ha neptu out pa serrez ur gont? Nann n'out ket. Bianchi-Bihan 30 Du 2011 da 08:16 (UTC)[respont]

Pevare klemm a-enep Kadwalan

Klemm

Klemm a savan a-enep Kadwallan abalamour d’ar gerioù lakaet gantañ em fajenn. Brezel embann Stankañ a ran ouzh da gont adarre evit brezel embann, emzalc'h tagus ha droukprezegerezh. Ret eo d'an titloù pennadoù bezañ e brezhoneg. An anvioù bro brezhoneg zo da vezañ implijet ha n'eo ket anvioù en alamaneg pe e yezhoù all pa ne vez ket ezhomm. Trugarez da chom hep lakaat an anvioù titloù ha broioù en o stumm alamanek en-dro evel eno, eno eno hag eno. Mat e vefe ivez chom hep tagañ dibaouez an implijerien all diwar-benn munudoù o huchal e gaou d'ar vandalerezh. pe droukprezeg evel eno, eno, eno eno hag eno. Displegañ a rez e pajenn Gwendal e vije bet direnket da labour ganin o kemmañ titl ar pennadoù. Ne soñj ket din e oa direnket o tennañ pe o chom hep lakaat "von" pe o treiñ an anv bro. Adkasoù a oa en anvioù a oa bet savet ganit. --Kadwalan 14 Du 2011 da 00:29 (UTC)[respont]

Ma respont d'e arguzennerezh 1. “Brezel embann” Prest e vez Kadwalan da gomz eus brezel embann adalek ma krouan ur pennad dre ma fell dezhañ kemm an titl, daoust ma ran-me hervez ar reolenn votet. Eñ an hini a ra ar brezel pa gemm dizehan an titl (betek pemp gwech en un devezh, pezh zo difennet groñs: kastizet e vezer adalek teir! )

2. “Stankañ a ran ouzh da gont adarre evit brezel embann, emzalc'h tagus ha droukprezegerezh. Prest e vez Kadwalan da gomz eus emzalc’h tagus seul wech ma klaskañ en em zifenn. Ne brou netra gant ar gerioù-se, n’eus mann arguzennet gantañ. Kregiñ a raio da arguzenniñ pa venego ma gerioù ha pa lavaro petra zo tagus enne. Komz a ra eus droukprezegerezh, pa’z eo eñ a oa o troukprezeg diwar ma fenn da vare brezel ar c’hornichon, boulc’het gantañ dre faltazi.

3. ”Ret eo d'an titloù pennadoù bezañ e brezhoneg.” Evel just n’eo ket ret d’an titloù bezañ e brezhoneg. Na re an oberennoù, na re an dud, hervez ar reolenn votet. Mont a-enep ar reolenn votet a ra Kadwalan ur wech ouzhpenn. Ne lavar ket eus pelec’h e teufe ar “ret”-se kavet gantañ.

4. “An anvioù bro brezhoneg zo da vezañ implijet ha n'eo ket anvioù en alamaneg pe e yezhoù all pa ne vez ket ezhomm. “ Anvioù broioù a zo en titloù ar pennadoù db broioù, anvioù tud evit ar pennadoù db tud. O veskañ pep tra emañ Kadwalan, pezh a ziskouez, ur wech ouzhpenn, pegen gwan eo e arguzennerezh .

5."Trugarez da chom hep lakaat an anvioù titloù ha broioù en o stumm alamanek en-dro evel eno, eno eno hag eno". Difenn a ra ouzh ur c’henlabourer ober hervez ar reolenn. Fae a ra war ar reolenn votet eta.

6.“Mat e vefe ivez chom hep tagañ dibaouez an implijerien all diwar-benn munudoù o huchal e gaou d'ar vandalerezh. pe droukprezeg evel eno, eno, eno eno hag eno.” Ne ziskouez Kadwalan tagadenn ebet e gwirionez. Ne ziskouez nemet un dra : pelec’h e wel-eñ un dagadenn, hep lavarout petra eo an dagadenn. N’eus arguzenn ebet. Un ali personel en ur gaozeadenn, pa ne vez ket prouet, n’en deus talvoudegezh ebet. Diaes prouiñ e vez tagadenn pa ne vez ket, anat.

7.“ Displegañ a rez e pajenn Gwendal e vije bet direnket da labour ganin o kemmañ titl ar pennadoù. Ne soñj ket din e oa direnket o tennañ pe o chom hep lakaat "von" pe o treiñ an anv bro. Adkasoù a oa en anvioù a oa bet savet ganit”.

  • N’eo ket diaes kompren koulskoude e vez direnket labour un den pa vez kemmet anv ar pennad a-greiz m’emañ o labourat warnañ. Met soñj Kadwallan a gont, n'eo ket al labour ar re all. Evel en afer brezel ar c'hornichon, pa oa e soñj a gonte, ha n'eo ket ar fedoù.
  • N’eo ket diaes kompren e vez direnket labour un den pa deu unan all da gemm anv ar pennad, ha kement-se db anvioù tud hag o devez anvioù disheñvel, ouzhpenn, hervez ar yezhoù (priñsed o deus bevet e meur a vro alies) ha ne vez ket aes d'al labourer kavout penn an neudenn. Ouzhpenn-se ne ra Kadwalan nemet kemmañ an anv hep labourat war ar pennad . Ne ra nemet lezel al labour da ober d’ar re all goude, goude kemmañ hervez e vennozh, pezh zo kontrol d’ar reolenn. Efedus-tre an doare-se da c'horrekaat pe da ehanañ al labour . Un emzalc’h noazus ouzh ar wikipedia eo e hini eta pa vir ouzh al labour holloueziadurel, pa vije ken aes all reiñ un ali er bajenn gaozeal, hervez reolennoù ar c’hendivizout er wikipedia.

Goulenn a ran ma vo lakaet Kadwalan da baouez gant e emzalc’h tagus ouzh ma labour, ma vo lavaret outañ doujañ ouzh ar reolenn, ha ma vo kastizet seul wech ma’z aio kontrol d’ar reolenn a dleje sentiñ outi evel ar re all e-lec'h he zorriñ evel ma ra. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 19:26 (UTC)[respont]

Respont

Komz eus reolennoù torret dre vras hep menegiñ pehini zo un tamm bras. Moarvat abalamour ma n'eo ket gwir ar pezh zo lavaret. Tamall ouzh ar re all ar pezh a vez rebechet outañ zo ur strategiezh klasel a-berzh Bianchi-Bihan. Terriñ a ra ar reolennoù setu e tamall ouzh ar re all ober hep reiñ skouer ebet. Sklaer eo ar skouerioù roet war da bajenn kaozeadenn. Arabat klask distreiñ ma c'homzoù. An anvioù bro testeniekaet e brezhoneg n'int ket da vezañ skrivet dre holl hag en un doare reizhadek en alamaneg. Vandalerezh eo. Klemm diwar-benn an diarbennoù kemeret da viret ouzhit a blantañ alamaneg e pep lec'h zo bras ivez.

Ar 5 kemm meneget ganit zo bet kaoz anezhe en davarn. Te zo kaoz abalamour m'az teus graet ar memes tra war ar memes pajenn. N'out ket bet stanket. Kinniget em eus digarezioù abalamour ma ne'm eus ket graet a-ratozh ha ma'z eo c'hoarvezet a-greiz ma oan o klask herzel ouzhit treiñ brezhoneg en alamaneg e meur a bennad. Gortoz a ran atav gwelet da zigarezioù d'ar gumuniezh… Ouzhpenn-se n'en deus mann ar gaoz-se d'ober gant ar pezh am eus skrivet ez pajenn. --Kadwalan 30 Du 2011 da 02:46 (UTC)[respont]

Ur c'hatalog eus ar reolennoù torret ganit eo ar bajenn-mañ. Met plijadur a vo graet dit diwezhatoc'h ha strollet e vint holl en ur c'horn.
"Arabat klask distreiñ ma c'homzoù" a lavarez adarre: n'eo ket me zo kaoz ma lavarez an traoù a-dreuz, evel ma rez an traoù a-dreuz pa lavarez "trei#n meur a wech. Me lennan nemet ar gerioù, ha n'eo ket er speredoù, evel ma lavarez ober a-wechoù. Met gwelout a ran mat ar gevier pa gomzez eus "plantañ alamaneg e pep lec'h": n'em eus ket gortozet ac'hanout da skrivañ brezhoneg. Peogwir e komzez eus "digarezioù" lavar din e peseurt frazenn ez pije "kinniget digarezioù" 'ta! E pep wikipedia e vefe bet serret da gont tri devezh evit se. Amañ e vijes bet ivez ma ne vijes ket bet barner ha barnad war un dro. A-hend-all, un den ken neptu ha te, ken e implijez da c'halloud da lakaat da ali personel muiañ ma c'hallez, n'en deus ket da gomz en anv ar gumuniezh. Bianchi-Bihan 30 Du 2011 da 08:29 (UTC)[respont]

Pempet klemm a-enep Kadwallan

Klemm a savan a-enep Kadwalan dre ma lam danvez holloueziadurel eus ar pennadoù krouet ganin:

sellet ouzh ar 6vet klemm diwar-benn ar memes tra. Treiñ anvioù alamanek gant gerioù brezhonek testeniekaet n'eo ket lemel danvez holloueziadurel. --Kadwalan 30 Du 2011 da 01:25 (UTC)[respont]

C'hwec'hvet klemm a-enep Kadwallan

Klemm

Respont

Klemm faos. Ali e oa ar muiañ niver er bajenn kaozeadenn a-enep lakaat danvez en alamaneg diezhomm er bajenn-se. Lakaet eo bet en-dro gant Bianchi-Bihan meur a wezh a-enep ali an implijerien all hag en desped d'ar fed ma ranker skrivañ e brezhoneg pa c'haller e wikipedia. Sellet ouzh ar bajenn kaozeal. --Kadwalan 30 Du 2011 da 01:22 (UTC)[respont]

N'eus tamm displegadur ebet er respont-mañ. Mann nemet alioù personel evel kustum.

  1. Klemm faos? Bravat arguzenn! Ha perak?
  2. Ali e oa ar muiañ niver er bajenn kaozeadenn a-enep lakaat danvez en alamaneg diezhomm er bajenn-se. N'eo ket pezh a welan. Piv eo ar muiañ niver? Anvioù.
  3. Piv a gomz eus alamaneg diezhomm? Me ne welan nemet un den.
  4. Piv en deus lavaret bout a-enep adlakaat danvez tennet gant ar merour? Den nemet ar merour, gant e neptuegezh voas.
  5. ... en desped d'ar fed ma ranker skrivañ e brezhoneg pa c'haller e wikipedia. Sed ur frazenn ha ne glot nemet gant ali personel ar merour. N'ouzon ket petra zo da gompren. Seblantout a ra ar merour krediñ ne skrivan ket brezhoneg? Lenn a ra ma fennadoù? Kavet en deus pennadoù ha ne oant ket e brezhoneg? Kevrinus eo din ster ar frazenn.
  6. Sellet ouzh ar bajenn kaozeal. Unan eus arguzennoù pouezusañ Kadwalan eo pediñ an dud da sellout e lec'hioù ma ne lenner ket pezh a lavar-eñ lenn. Ma c'hallfe displegañ e soñj en un doare sklaer, diskouez resis pelec'h e kav si, e vije kalz gwelloc'h. Me, en e frazennoù hag en e oberoù eo e kavan si. Bianchi-Bihan 30 Du 2011 da 08:47 (UTC)[respont]