Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 40, bloaz 2010

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

04/10/2010 — 10/10/2010

Skrivañ un dra bennak en daouugentvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Titl fall[kemmañ ar vammenn]

da gemm m.p. Kanton Saint-Amand-les-Eaux-Ribl dehoù. Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 4 Her 2010 da 17:16 (UTC)

Petra zo fall ha petra zo da gemm ? --Llydawr 5 Her 2010 da 16:38 (UTC)
An "ù" e "dehoù". Kadbzh 5 Her 2010 da 18:29 (UTC)
Evit cheñch un titl eo trawalc'h pouezañ war ar seurt tric'hornig a zo e krec'h dehou ar bajenn etre "sellet ouzh an istor - steredenn" hag ar voestig "klask" hag e teu war-wel ar ger "adenvel'. Klikañ war an dra-se.--Trec'hlid mitonet 5 Her 2010 da 20:24 (UTC)
Trugarez. Kalz aesoc'h e veze a-raok. A galon. Kadbzh 5 Her 2010 da 20:28 (UTC)

Renk[kemmañ ar vammenn]

Er miz-mañ eo chomet ar Wikipedia brezhonek en 69vet renk evit danvez ar pennadoù ([1]), da lavaret eo n'eo ket diskennet abaoe deroù miz Gwengolo, pa oa o vont war an diskar bep miz a-raok, abaoe meur a viz. A-drugarez ar genlabourerien o deus savet pennadoù a vanke d'ar Wikipedia brezhonek hon eus miret hor renk hag aet omp war-raok un tamm bihan zoken ha pa ne vije ket cheñchet hor renk (sellit ouzh [2] hag ouzh Kaozioù ar sizhun 36, en Davarn). Ma kendalc'hfemp da sevel evit hor Wikipedia "ar 1000 pennad a rankfed kaout en holl wikipediaoù" ha ha astenn pennadoù zo bet savet dija, e c'hallfemp mont war-raok c'hoazh. --Llydawr 5 Her 2010 da 16:38 (UTC)

Reoù 'zo n'int ket gwall entanus da ober (kleñvedoù...), un tamm kalon a vo ezhomm.--Trec'hlid mitonet 5 Her 2010 da 20:25 (UTC)
Mat-tre eo e vefemp aet war-raok, gourc'hemennoù d'ar re o deus labouret evit sell ar pennadoù a oa ezhomm outo. Un toullad mat a bennadoù diazez a chom d'ober c'hoazh, gwir eo ez eus reoù diaes ha teknikel, met lod anezho a zo aes d'ober memestra. A galon --Y-M D (kaozeal) 6 Her 2010 da 05:28 (UTC)
... lod anezho a zo aes d'ober memestra ??? Neuze int graet ! Bianchi-Bihan 6 Her 2010 da 09:04 (UTC)
Ne gomprenan ket gwall vat ar pezh 'peus c'hoant da lavarout, n'ouzon ket e peseurt doare eo ret lenn da frazenn (sirius, mousfent, mousgoap, goap...). Met bez 'zo pennadoù ha ne vefent ket diaes d'ober, evel Konfusius, Gautama Bouddha, Undoueegezh pe c'hoazh Liesdouegezh, Yoga, Monarkouriezh, Gouarnamant, Propaganda, Ajañs Etrebroadel an Energiezh Atomek, Lez-varn Etrebroadel, Font Moneizel Etrebroadel, Kazetennerezh... Ar re-se n'int ket ken teknikel hag ar pennadoù war ar skiantoù pe ar mezegiezh da skouer SIDA, Artropod, Niver anterin, Niver naturel... A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Her 2010 da 05:34 (UTC)

Divi[kemmañ ar vammenn]

Al liamm e Lindisfarne a gas d'ar sant kembreat. N'eo ket an Divi-se a oa eno. Ma oar ub penaos ober. Bianchi-Bihan 6 Her 2010 da 17:10 (UTC)

Fazi en anv, eus sant Ivi an hini ez eus kaoz amañ.--Trec'hlid mitonet 6 Her 2010 da 18:59 (UTC)
Sellit ouzh ar pennadoù war an istor e lec'hiennoù kumun Sant-Divi ([3]) ha kumun Sant-Ivi ([4]), diazezet war "Vie des saints de Bretagne" (Dom Lobineau, 1717), hag ouzh ar pennad saoznek en:Iwig. --Llydawr 7 Her 2010 da 06:58 (UTC)

Gallus[kemmañ ar vammenn]

Un tamm berr eo ma gouiziegezh en aferioù ar vevoniezh. Ma kar ub ober ur sell... Bianchi-Bihan 8 Her 2010 da 19:23 (UTC)