Lez-varn Etrebroadel
Rann eus | United Nations System, Aozadur ar Broadoù Unanet |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1945 |
Anv er yezh a orin | International Court of Justice, Cour internationale de Justice |
Den e penn an aozadur | President of the International Court of Justice |
Prezidant | Nawaf Salam |
Yezh ofisiel | saozneg, galleg |
Stad | Izelvroioù |
E tiriad | Den Haag |
Lec'h | Den Haag |
Daveennoù douaroniel | 52°5′12″N 4°17′44″E |
Aozadur mamm | Aozadur ar Broadoù Unanet |
Sez sokial | Peace Palace |
Erlec'hiañ a ra | Permanent Court of International Justice |
Niverenn bellgomz | +31-70-302-23-23 |
Postel | mailto:info@icj-cij.org |
Lec'hienn ofisiel | https://www.icj-cij.org |
FAQ URL | https://www.icj-cij.org/frequently-asked-questions |
Al Lez-varn Etrebroadel (Cour Internationale de Justice e galleg pe International Court of Justice e saozneg) a zo ul lez-varn bet krouet e mennad 92 karta ar Broadoù Unanet. E Den Haag (Izelvroioù) emañ he sez. Krouet eo bet e 1946, da gemer lec'h al Lez-varn etrebroadel peurbadus a oa bet aozet gant Kevread ar Broadoù[1]. Ar galleg hag ar saozneg eo an div yezh ofisiel implijet el lez-varn. Unan eus c'hwec'h aozadur pennañ ABU eo, hag an hini nemetañ a denn d'ar justis. Un aozadur peurbadus eo, ennañ 15 barner (dilennet evit 9 bloaz). Dilennet e vezont gant dileuridi an Emvod Meur hag izili ar C'huzul Surentez. Palioù al lez-varn eo ober war-dro ar c'hudennoù gwirel kinniget gant ar Stadoù, hag ivez embann he savboent diwar-benn kudennoù gwirel kinniget gant aozadurioù hag ajañsoù a zo grataet gant Emvod Meur ABU.
Aozadur al lez-varn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizalc'hiezh, diduegezh ha barregezh a ya d'ober perzhioù al Lez-varn :
- pennaenn dizalc'hiezh : dasparzh reizh ar varnerien etre kevandirioù (Afrika : 3, Amerika latin : 2, Europar ar C'hornôg ha Norzhamerika : 5, Europa ar Reter : 2, Azia : 3 ; ur barner dre Stad d'ar muiañ). Ur gevrenn a c'hall dibab ur barner ad hoc pa gaver ur barner eus ar memes bro el Lez-varn.
- pennaenn unaniezh: dre vras e vez bodet al lez-varn en he fezh. Abaoe reizhadenn 1975 e c'haller aozañ kambroù enno 3 barner. Degemeret e voe an diferadoù gant brasañniver ar varnerien vezant. Sinet hag arguzet eo an diferadoù. Degemeret e vez an mennozhioù disheñvel (war an doare ma varn al Lez-varn) hag hiniennel (war abeg an diferadoù).
- gwarez ar varnerien : tennet e vez e garg digant ur barner nemet ma'z eo a-unvouezh ar varnerien all.
- diduegezh : izili ar Lez-varn ne c'hallont kavout tamm labour ebet all, ha ne c'hallont ket kemer perzh e diskoulmañ aferioù o doa kemeret perzh enno a-raok, e forzh pe vod e vefe.
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roll izili al Lez-varn (miz Even 2010):
Anv | Broadelezh | Perzh | Penn-kentañ ar respet | Dibenn ar respet |
---|---|---|---|---|
Hisashi Owada | Japan | Prezidant | 2003 | 2012 |
Peter Tomka | Slovakia | Bezprezidant | 2003 | 2012 |
Abdul G. Koroma | Sierra Leone | Ezel | 1994, 2003 | 2012 |
Awn Shawkat Al-Khasawneh | Jordania | Ezel | 2000, 2009 | 2018 |
Bruno Simma | Alamagn | Ezel | 2003 | 2012 |
Ronny Abraham | Frañs | Ezel | 2005, 2009 | 2018 |
Sir Kenneth Keith | Zeland-Nevez | Ezel | 2006 | 2015 |
Bernardo Sepúlveda Amor | Mec'hiko | Ezel | 2006 | 2015 |
Mohamed Bennouna | Maroko | Ezel | 2006 | 2015 |
Leonid Skotnikov | Rusia | Ezel | 2006 | 2015 |
Antônio Augusto Cançado Trindade | Brazil | Ezel | 2009 | 2018 |
Abdulqawi Yusuf | Ezel | 2009 | 2018 | |
Sir Christopher John Greenwood | Rouantelezh-Unanet | Ezel | 2009 | 2018 |
Xue Hanqin | Sina | Ezel | 2010 | 2012 |
Joan Donoghue | Stadoù-Unanet | Ezel | 2010 | 2015 |
Disoc'hoù an dilennadeg diwezhañ (6 a viz Du 2008) :
- Ronny Abraham hag Awn Shawkat Al-Khasawneh a voe dilennet en-dro. Dileuridi nevez : Christopher Greenwood, Antônio Augusto Cançado Trindade hag Abdulqawi Yusuf.
- Sayeman Bula-Bula (Republik Demokratek Kongo), Miriam Defensor-Santiago (Filipinez) ha Maurice Kamto (Kameroun) ne voent ket dilennet. An tri barner nevezdilennet a gemeras plas Rosalyn Higgins, Gonzalo Parra Aranguren ha Raymond Ranjeva[2],[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20120107055146/http://www.icj-cij.org/pcij/index.php?p1=9&lang=fr
- ↑ www.un.org, Five judges elected to serve on UN International Court of Justic
- ↑ By JOHN HEILPRIN Associated Press 2008-11-07 07:05 http://www.etaiwannews.com/etn/news_content.php?id=782887title=etaiwannews.com,World's top court among nations gets new judges