Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 39, bloaz 2010

Eus Wikipedia

27/09/2010 — 03/10/2010

Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha tregont eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Copyvio ?

[kemmañ ar vammenn]

Bonjour,
Je ne comprends rien au breton, mais pourrais-je savoir si cette image, qui est tout ce qu'il y a de plus propriétaire, est acceptée par les règles de votre Wikipédia ? Merci d'avance, --Lineplus 2 Her 2010 da 12:17 (UTC)[respont]

Piv a responto dezhañ? Perc'hennet eo ar skeudenn vrezhonek dispar-mañ gant an embanner brezhonek. Sur eo e klasko laou e penn ar wikipedourien? D'ar verourien da zivizout. Bianchi-Bihan 2 Her 2010 da 17:00 (UTC)[respont]
Diouzh ar pezh am eus komprenet n'eo ket reizh e vefe eus ar skeudenn-se aze, hervez reolennoù WP. D'ar verourien da skarzhañ anezhi neuze, pe d'an hini en deus he lakaet.--Trec'hlid mitonet 3 Her 2010 da 14:43 (UTC)[respont]
Diouzh ar pezh a gomprenan setu un den eus ur wikipedia all ha ne gav ket reizh traoù graet amañ. Un den all a ya a-du gantañ, mat. Plijout a rafe din lenn alioù sklerijennet ar verourien hag an holl labourerien all. Un dra all: tud evel-se zo bet gwelet o klask ober kentelioù da dud ar wiki kembraeg, ha kaset int bet da sutal. Neuze, n'eo ket ret sevel a-du raktal gant tremenerien leun a furnez nevez-flamm. Bianchi-Bihan 3 Her 2010 da 17:19 (UTC)[respont]

Gell a rafemp goulenn aotre an embannour hag an tresour. Kadbzh 3 Her 2010 da 17:33 (UTC)[respont]

Jusqu'à aujourd'hui il n'y a pas de règle particulière sur notre WP, mais on nous a justement fait remarqué que nous devrions clarifier les choses, car il y a des violations. Et je vais m'occuper de ça pour régler le problème en consultant la communauté et en faisant le ménage nécessaire. --Y-M D (kaozeal) 5 Her 2010 da 05:30 (UTC)[respont]

Mennozhioù

[kemmañ ar vammenn]

Daoust hag-eñ eo er wikipedia e ranker displegañ mennozhioù ar skrivagnerien? http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mich_Beyer&action=historysubmit&diff=823326&oldid=814437. N'eo ket a-walc'h komz eus o skridoù? Kelaouennoù zo evit se , un holloueziadur zo graet evit traoù all. Alioù? Bianchi-Bihan 3 Her 2010 da 09:32 (UTC)[respont]

Ya, evel-just. Soñjoù ur skrivagnerez war al lennegezh, gant daveennoù ha kement 'zo evel amañ, a zo holloueziadurel ha talvoudus hag ez int. Kavet e vez kement all war ar WPoù all diouzh am eus gwelet.--Trec'hlid mitonet 3 Her 2010 da 14:40 (UTC)[respont]
Evel-just ne gomzan ket eus skridoù ar skrivagnerien. Met soñjoù ha n'int ket bet embannet neblec'h n'o defe lec'h ebet en ur wikipedia all abalamour da reolenn an daveennoù, a vez tremenet dreisti aes amañ. N'eo ket a-walc'h lavarout dimp soñj ur skrivagner, ret eo prouiñ eo bet embannet tu bennak. Bianchi-Bihan 3 Her 2010 da 17:39 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket. Lakaet eo bet mat an daveenn (Al Liamm niverenn 377) gant an hini en deus degaset an traoù-se.--Trec'hlid mitonet 3 Her 2010 da 19:18 (UTC)[respont]
Me gav eo talvoudus lakaat mennozhioù ar skrivagner keit ma 'z eo daveet, ar pezh a zo graet amañ. --Y-M D (kaozeal) 5 Her 2010 da 05:35 (UTC)[respont]

da gemm m.p. Kanton Saint-Amand-les-Eaux-Ribl dehoù. Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 5 Her 2010 da 09:59 (UTC)[respont]