Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2014
21/04/2014 — 27/04/2014
[kemmañ ar vammenn]Phare des Héaux de Bréhaut
[kemmañ ar vammenn]Demat,
Ha petra a vez graet eus an tour-tan-mañ e brezhoneg, mar plij ganeoc'h ?
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 12:23 (UTC)
- Salud deoc'h,
- Mard eo eus Phare des Héaux de Bréhat ez eus kaoz, Ar C'hern eo an anv a zo war gartenn vrezhonek Breizh evel m'eo bet kenembannet gant Ofis ar Brezhoneg hag ar CMB ; war dachenn kumun Pleuvihan emañ.
- Setu amañ ul liamm a c'hallfe bout spletus evit sevel ur pennad : Phare des Héaux de Bréhat
- ...Dav de'i !
- Sad Edgar (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 14:11 (UTC)
- Trugarez eus an ditouroù met ne gav ket din e ve an tour-tan-mañ war ar gartenn vrezhonek ho peus graet meneg anezhi. Evit Ar C'hern em eus aon e ve kentoc'h tour-tan kozh Ar C'horn (Phare de la Corne e galleg)...--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 16:14 (UTC)
Ha ma... Ouzh ar voger e-tal din emañ ar gartenn 100x120 cm bepred, Ar C'hern eo a zo skrivet e-kichen arouez an tour-tan a zo e penn Erv an Talberzh, 10 km gwalarn eus Enez Vriad...
E-tal da Borzh Benniget emañ La Corne, war ar gartenn ha hervez al lec'hienn-mañ.
Sed a zo droch avat ! Dav e vo pignat er c'harr ha mont da welet !
Beaj vat !
Sad Edgar (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 18:34 (UTC)
- Eo, war ar gartenn emañ. Amañ e vez kavet ivez [1], hag e-barzh un dro-lavar e vez kavet ivez: "Tour ar C’hern n’eo ket bet savet en un deiz" pa'z eo bet ken labourus hag amzerus e sevel (ar pezh a dalvez un dra bennak evel «Paris ne s'est pas faite en un jour»). Evit egile ez eo "ar C'horn".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Ebr 2014 da 20:58 (UTC)
Fentusoc'h hiriv eget dec'h
[kemmañ ar vammenn]en:File:ShortReignOfPippinIV.JPG
Pennadoù savet gant un den dianav
[kemmañ ar vammenn]Ha reizh eo e vefe lezet unan bennak, hep anv-implijer ebet, da sevel pennadoù evel Breizh Yaouank, Erwan Vallerie, Unvaniezh Koad Kev ha Yann Vallerie ?!--Prieladkozh (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 14:51 (UTC)
- N'eus nemet o neptuekaat ma kaver abeg enne. Ur pennad pe daou evel ar re-se ne "zistrujont" ket ar wikipedia, ha n'eo ket diaes teurel evezh outo. Niverus a-walc'h eo ar verourien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 16:20 (UTC)
War c'hallekaat
[kemmañ ar vammenn]Daoust ha sklaer e welan? Abaoe ur sizhun bennak eo aet ar wikipedia war c'hallekaat. N'eus nemedon a welfe kemend-all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 16:22 (UTC)
- Da lâret eo ?!--Prieladkozh (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 16:49 (UTC)
"Accueil Modifications récentes Page au hasard" Aide Communauté Tavarn Faire un don...Autres langues Ajouter des liens" Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 18:13 (UTC)
- Deus va zu e welan pep tra e brezhoneg. Hag ar re all ? --Y-M D (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 19:11 (UTC)
- Me ne welan nemet brezhoneg ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 19:13 (UTC)
- Ne welan nemet brezhoneg ivez. Met c'hoarvezet ez eus bet ganin a-wechoù lenn menegoù brezhonek en ur Wikipedia en ur yezh all, pa dremenen eus an eil Wikipedia d'egile. N'eo ket kalz a dra. Ha ne bad ket. --Llydawr (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 19:41 (UTC)
- Me ne welan nemet brezhoneg ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Ebr 2014 da 19:13 (UTC)
Modification de Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2014 (section)
[kemmañ ar vammenn]Tost pep tra e galleg abaoe ur sizhun : dre ma kav din e pad pell ammzer eo e laran. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2014 da 03:28 (UTC)