Mont d’an endalc’had

Yann Vallerie

Eus Wikipedia

Yann Vallerie zo ur broadelour breizhat eus an tu-dehou pellañ, bet ganet e 1983 e Dinan.

Desavet eo bet en ur familh a vroadelourien vreizhat.

Yann Vallerie zo bet ezel eus Emgann hag eus Adsav, kent krouiñ Breizh Yaouank, ur strollad rannvroelour eus an tu-dehou pellañ, deuet eus ar Bloc Identitaire gall. Er penn anezhañ emañ abaoe 2008. Graet en deus ur brezegenn en anv Unvaniezh Koad Kev da zeiz Lun Fask. E 2012 e oa aet war ar renk evel danvez-kannad e pastell-vro Montroulez : 0,58% eus ar mouezhioù en doa bet[1].

Plediñ a ra gant al lec'hienn Breizh Info abaoe 2013 pa z'eo aet da get e strolladig Jeune Bretagne. Skrivañ a ra traoù ivez e lec'hiennoù gall eus an tu-dehoù pellañ evel Riposte Laïque ha Boulevard Voltaire[2]

Liammet-tre ez eo hent stourm Yann Vallerie gant hini Phillipe Milliau abaoe krouidigezh Breizh Yaouank betek fin ar strolladig etrezek krouidigezh al lec'hienn kelaouiñ tuet Breizh-info hag ar skinwel enlinenn Tv-Libertés[3]. [4].

Adkavet e vez alies an daou zen asambles Yann Vallerie ha Phillipe Milliau evel amañ aterset gant ar radio broadelour gall Méridien Zéro[5].

  1. Résultat des élections législatives de 2012. Ministère de l'Intérieur
  2. Pennadoù Y. Vallerie el lec'hienn Boulevard Voltaire
  3. (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ 7seizh war krouadur TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh an Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)
  4. (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ Telegramme war krouadur TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh an Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)
  5. Pajenn eus al lec'hienn Breizh-info