Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 06, bloaz 2015

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

02/02/2015 — 08/02/2015[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kaozeal:Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1931 ha poent Godwin[kemmañ ar vammenn]

War a seblant e vez diaes kaozeal gant tud zo pa ne vezer ket a du gante, daoulinet dirak o Santelezh : kenkent e nij ar gunujenn, prim e teu ar Reductio ad Rivierum.

 ____   ____   ____   ____   ____   ____   ____
/  __) (____) (____) (____) (____) (____) (__  \
|_|                                          |_|
 _      _                    _       _        _ 
| |    / |       _ __   ___ (_)_ __ | |_     | |
| |    | |      | '_ \ / _ \| | '_ \| __|    | |
|_|    | |      | |_) | (_) | | | | |_     |_|
 _     |_|      | .__/ \___/|_|_| |_|\__|     _ 
| |             |_|                          | |
| |                                          | |
|_|     ____           _          _          |_|
 _     / ___| ___   __| |_      _(_)_ __      _ 
| |   | |  _ / _ \ / _` \ \ /\ / / | '_ \    | |
| |   | |_| | (_) | (_| |\ V  V /| | | | |   | |
|_|    \____|\___/ \__,_| \_/\_/ |_|_| |_|   |_|
 _                                            _ 
| |__   ____   ____   ____   ____   ____   __| |
\____) (____) (____) (____) (____) (____) (____/
  1. Hervez an Trec'hlider eo Okitan Antonin Magne, gounezer Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1931. Marteze. Met prouiñ zo ret. A-hend-all n'eo nemet un ali personel, ha n'eo ket gwelloc'h eget un ali personel all: me gred eo Alaman evel Charlemagne.
  2. Marteze eo okitan peogwir eo ganet en unan eus ar broioù lakaet dindan an anv Okitania? Mat-tre: pelec'h? n'eo ket meneget c'hoazh. Gortozomp.
  3. Pa vo lakaet Magne da okitan e vo ret bezañ kempoell: lakaet e vo da Okitan an holl dud ganet en Okitania. An holl dud ganet e Marseille, e Bourdel, Toloza. Fernandel, Éric Rohmer, Claude Nougaro, Georges Brassens ne vint ket Gallaoued ken, ha skrivet e vo evit an holl (gant unan eus an implijerien a labour war-dro an evned hep kompren brezhoneg?). Marteze e c'haller kaozeal, hep bezañ lakaet da [[ https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ATro_Bro-C%27hall_war_varc%27h-houarn_1931&diff=1617410&oldid=1617407 |nazi]] gant un trec'hlider dirollet o klask dastum ar poentoù Godwin? Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 C'hwe 2015 da 08:22 (UTC)

«...(gant unan eus an implijerien a labour war-dro an evned hep kompren brezhoneg?)» Divarrek da skrivañ un dra bennak hep tagañ kenlabourer pe genlabourer.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 C'hwe 2015 da 12:41 (UTC)

Mat-tre. Lennet 'teus ma skrid. Tennañ a ran ma evezhiadenn un tamm e-maez ar gaoz, tennañ a rez da hini, e-maez ar gaoz penn-da-benn, ha komzomp eus ar gudenn: piv a vo lakaet okitan, ha perak. Netra ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 C'hwe 2015 da 14:39 (UTC)
Kinnig nac'het? Respont ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 19:38 (UTC)

Reductio ad Rivierum, troienn nevez-ijinet gant Bianchi-Bihan. N'eo ket aotreet al labourioù personel war ar wikipediaoù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 C'hwe 2015 da 09:04 (UTC)

Ya, Reductio ad Hitlerum a oa un droienn ijinet ivez, ha ken sklaer ha ken sklaer eo ster an div droienn.
Ha bepred respont ebet (mantrus!) d'am zamm kinnig : komzomp eus penaos bezañ okitan, ha war beseurt pennadoù e vo merket. An holl rugbierien eus ar c'hreisteiz gall? Hep goulenn o ali? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2015 da 14:02 (UTC)

Piv a vo lakaet da vreizhat ? Gwelit François-René de Chateaubriand, Louison Bobet, a zo bet lakaet da vreizhat ha gall. • 2.13.211.67 6 C'hwe 2015 da 21:37 (UTC)

Ur gaoz dedennus. Tud zo a gomz eus liesidentelezh. Bretilian, breizhad, gall, european, .... Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2015 da 08:41 (UTC)

MUT (Most Useful Template)[kemmañ ar vammenn]

Vienna Convention road sign B2a.svg Diwallit a-raok kemmañ tra pe dra !
Gant Pezh Glorius Wikipedia eo bet savet ar meni pennad-mañ.
  • Arabat eo e gemmañ, rak ar Pezh Glorius hepken a oar. Ditouroù diwir ? Soñjoù personel ? Kalz ne vern !
  • Arabat eo reizhañ ar yezh, brezhoneg pe get, rak ar Pezh Glorius hepken a oar. Geriadurioù ? Yezhadurioù ? Kalz ne vern !
  • Arabat eo lakaat daveoù, rak ar Pezh Glorius hepken a oar. Daveoù testeniekaet ? Prouennoù prouet hag adprouet ? Kalz ne vern !
  • Arabat eo kemmañ ar skeudennoù, rak ar Pezh Glorius hepken a oar. Klotañ gant an danvez ? Klask aketus a-raok embann ? Kalz ne vern !
  • Arabat eo lemel ar bommoù estren, rak ar Pezh Glorius hepken a oar. Patromoù dianav ? 50% a yezh estren guzh ? Kalz ne vern !

Dialgerc'hioù gwiriet a-hed bloavezhioù
  • Brezel-embann padus ha diabeg, en enep da reolennoù Wikipedia.
  • Touellerezh padus ha diabeg evit ma chomfe ar Pezh Glorius Mestr ar Wikipedia-mañ, en enep da reolennoù Wikipedia.
  • Atahinerezh padus ha diabeg, en enep da reolennoù Wikipedia.
  • Flatrerezh padus ha diabeg evit ma chomfe ar Pezh Glorius Mestr ar Wikipedia-mañ, en enep da reolennoù Wikipedia.
  • Stankañ padus ha diabeg evit ma chomfe ar Pezh Glorius Mestr ar Wikipedia-mañ, en enep da reolennoù Wikipedia.

Remedoù gwiriet a-hed bloavezhioù
Hini ebet, dre ziouer a verourien efedus.
Emañ ar Pezh Glorius en e vleud er Wikipedia brezhonek, goude bezañ bet skarzhet da viken eus an hini gallek.
Ankouaet gant Edgar [[ https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKumuniezh%2FAn_davarn%2Fsizhunvezh_06%2C_bloaz_2015&diff=1617938&oldid=1617617 ]] sinañ e oberenn veur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 19:33 (UTC)
Sell! Unan eus binvioù brezel Edgar Poutin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 19:31 (UTC)
Pep patrom a rank bezañ
a) kinniget gant un implijer, ha n'eo ket gant un IP.
b) bezañ votet a-raok bezañ lakaet da dalvezout.
ch: servij d'ar gumuniezh, ha n'eo ket da interestoù personel Edgar IP.
c'h) Tabut personel da dostaat ouzh an Diskleriadur-mañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:Sad_Edgar&oldid=1543956
Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 19:38 (UTC)