Mont d’an endalc’had

Westvleteren (Vleteren)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Westvleteren (plaats))
Westvleteren
municipality section, kêriadenn
StadBelgia Kemmañ
E tiriadVleteren Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°55′38″N 2°43′2″E Kemmañ
Kod-post8640 Kemmañ
Map

Westvleteren en izelvroeg, Westvletern e flandrezeg kornôgel, zo ur ranngumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall ; gant lezenn 1977 ez eo bet lakaet e kumun nevez Vleteren.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ
  • Ur soudard breizhat a voe fuzuilhet eno gant al lu gall e miz Eost 1915.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gorread : 18,13 km²
  • Poblañs (2020) : 1 156 a dud
  • Stankter : 64 den/km²

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bier Westvleteren
E Westvleteren e vez breset ar bieroù Westvleteren en abati Sint-Sixtus.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù milourel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù gall e bered ar gumun

Gallaoued a varvas e-kerzh ar Brezel bed kentañ. Er prantad adalek miz Here 1914 betek miz Du 1915 e varvas 169 anezhe, an darn-vuiañ anezhe o vout soudarded ag an 38vet DI hag ar 87vet DIT. Garv e voe mizioù Du 1914 (47 bez) ha Mae 1915 (26 bez). 20 kanolier zo douaret er vered. Ur bochad soudarded eus an trevadennoù zo beziet enni[1].

Bro Niver a soudarded
Frañs Frañs 200
Hollad 200
Bezioù soudarded c'hall e Westvleteren
Bered Lu Belgia – Belgische militaire begraafplaats Westvleteren

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo.

Bro Niver a soudarded
Banniel Belgia Belgia 1 101
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 1
Hollad 1 102
Bered Lu Belgia
Bered ar C'hommonwealth – Dozinghem Military Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 hag implijet betek penn-kentañ 1918. Adimplijet e voe e miz Mae 1940 : 73 bez zo bet ouzhpennet[2].

Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 15
Banniel Aostralia Aostralia 6
Alamagn 65
Kanada 81
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 3 058 (1914-18) • 73 (1939-45)
Zeland-Nevez 14
Hollad 3 239
Dozinghem Military Cemetery

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pierre Régnier, bet ganet e Lambal (Breizh) d'an 2 a viz Mezheven 1876, soudard er 80vet Rujumant Troadeien tiriadel, fuzuilhet gant al lu gall d'an 22 a viz Eost 1915, abalamour m'en dije drouklazhet ur soudard all[3].

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]