Mont d’an endalc’had

Visant Seite

Eus Wikipedia
Stumm eus an 26 Eos 2016 da 22:49 gant THK29 (kaozeal | degasadennoù) (Resisted)

Visant Seite (1908-1993) genidik eus Kleder (Leon), a oa frer, da lavarout eo lean diveleg, en urzh Frered Ploermel, ha kelenner er skolioù kristen[1]. Poent zo bet eo bet rener skol vihan Sant Yann e Treboull[2].

Goude ar brezel

War-lerc'h an Eil Brezel-bed e reas war-dro ar gelaouenn divyezhek Bleun Brug, dalc'het gant tud a iliz evel Visant Fave, pe frered all evel Korantin Riou, Laorañs Stefan, Herve Danielou, o devoa holl dibabet ar skritur savet gant ar chaloni leonat Frañsez Falc'hun.

Sevel a reas meur a levr da zeskiñ brezhoneg. Ren a reas ar Skol dre Lizer e-pad ul lodenn vat eus e vuhez, ha deskiñ ar yezh da veur a zen, an hini anavezetañ eo Mikael Madeg.

Brudet eo ar geriadurig divyezhek savet gantañ ha Laorañs Stefan, embannet gant Emgleo Breiz.

Embannet en deus un nebeud barzhonegoù e-barzh Feiz ha Breiz, Bleun-Brug, ha Brud Nevez.

Oberennoù

Levrioù deskiñ

  • Me a zesk brezoneg, gant C. Ugen. 1941, 1942.
  • Yéz hon Tadou, gant Laorañs Stefan, 1949
  • Deskom brezoneg, gant Laorañs Stefan, skeudennoù gant Pêr Peron, Édition F. C. B. Emgleo-Breiz, Brest, 1957 – Emb. Emgleo Breiz, 1996, (ISBN 2-900828-96-1).
  • Lexique breton-français, français-breton. Geriadur Brezoneg-Galleg ha Galleg-Brezoneg, gant Laorañs Stefan, Emgleo Breiz,
  • Le breton par l’image
    • 1añ embann, 1944
    • 2vet embann, Emb. Emgleo Breiz, 1962.
    • embann 1973.
    • embann Brud Nevez, 1985,
    • embann Emgleo Breiz, 1998,
  • Le breton par les ondes. Ar Brezoneg dre radio, méthode de breton pour les débutants, tome 1, Emgleo Breiz, 1975 (adembannet gant Emgleo Breiz e 2009 : Brezoneg beo. Méthode de breton pour débutants, tome 1)
  • Le breton par les ondes. Ar brezoneg dre radio, tome 2, Emgleo Breiz, 1975.
  • Brezoneg beteg penn : ar hemmduriou, les mutations, Emgleo Breiz, 1999.

E brezhoneg

  • Ar marh reiz. E Bro-Leon gwechall, Skeudennou gand Joel-Jim Sevellec, Emb. Emgleo Breiz, 1985, (ISBN 2-900828-02-3).
  • Darvoudou brezel va Horn-Bro : 1944 - Rozko - Kastell-Paol - Santeg - Kleder, Emgleo Breiz, Ar Skol dre Lizer, 1987.
  • O pourmen dre Vreiz Izel : Levrenn genta, Emgleo Breiz, 1998 (ISBN 2-911210-02-6), Eil levrenn, Emgleo Breiz, 1998 (ISBN 2-911210-03-4).

Liammoù diavaez

  • Atersadenn Visant Seite gant Fañch Broudig da heul embannadur e levr eñvorennoù Ar marh reiz. E Bro-Leon gwechall e 1985 : ina.fr
  • Atersadenn Laorañs Stephan gant Job an Irien war Radio an Aochoù (RCF Rivages) e 2003 : antourtan.bzh/radio

Notennoù

  1. « Da genver overenn lid-kanv Visant Seite, an 10 a viz kerzu 1993 », gant Laorañs Stephan, Minihi Levenez n°23, kerzu 1993, p. 27-35. « Au service de la culture bretonne : Frère Visant Seité », gant Marc Simon, Chronique de Landévennec, n°78, ebrel 1994, p. 65-70.
  2. Hervez dedi al levr "Notes de grammaire bretonne", gant François Vallée, 1948.