Trivia monacha

Eus Wikipedia
Trivia monacha


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Triviidae
Genad : Trivia
Anv skiantel
Trivia monacha
(da Costa, 1778)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An hoc'higed-mor europat gant pikoù(Daveoù a vank) zo blotviled bihan eus Eurazia a ya d'ober ar spesad Trivia monacha. Renket int bet e-pad pell en hevelep spesad hag ar spesad all Trivia arctica hag a vev e hevelep lec'hioù. An diforc'h anatañ etrezo eo an tri merk gell teñval a zo ouzh kein Trivia monacha ha n'en deus ket Trivia arctica.

Graet e vez anezho e yezhoù tro-war-dro "spotted cowrie", "false cowrie" ha "British trivia" e saozneg, "Europäische Kauri" en alamaneg, "gevlekt koffieboontje" en izelvroeg, "grain de café", "cochon", "pucelage" ha "porcelaine puce" e galleg[1].

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orañjez-gell eo liv mantel, proboscis, brec'helloù ha troad al loen bev. Gell eo ar grogenn gant 3 roud gellteñval pe du.

Kavet e vezont etre 0 ha 100 m donder e morioù Europa. Gallout a reer kavout lod anezho kuzhet dindan reier izeloc'h evit ar mareoù izel. Kregin al loened marv a vez kavet a-wechoù war an traezh. War aodoù Breizh e vezont dastumet ingal ha dibaoe pell.

Kigdebrerien int hag an Ascidiacea a seblant bezañ o fredoù pennañ.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv ar genad Trivia a dalv "boutin" hag hini ar spesad "monacha" a dalv "e-unan", "evel ur manac'h".

Diskrivet eo bet ar spesad gant Da Costa e 1778.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'int ket boued evit Mab-den, met dibaoe pell e vezont dastumet evel objedoù brav da vezañ implijet evit kinkladurioù.

Kavet ez eus bet troioù-gouzoug graet ganto e bez Tevieg (korfoù div vaouez bet douaret gant objedoù etre 5 000 ha 7 000 bloaz a-raok Jezuz-Krist e Krennoadvezh ar maen) en enezenn Tevieg e kumun Sant-Pêr-Kiberen.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) WORMS. Kavet : 25/09/2022.