Mont d’an endalc’had

Tregont Mac'homer

Eus Wikipedia
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter


An Tregont Mac'homer (Latin : Tyranni Triginta) zo ur strollad a dregont a dud (un nebeud anezho a oa bugale) meneget gant Trebellius Pollio en Historia Augusta peogwir o doa klasket skrapañ an titl a impalaer e-pad ren Gallienus. N'haller ket fiziout re en Historia Augusta hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a gred en deus empennet an aozer un nebeud anezho da lakaat keñver-ha-keñver enkadenn an trede kantved ha marevezh Tregont Mac'homer Aten.

An tregont Mac'homer eo : Cyriades, Postumus, Postumus Junior, Laelianus, Victorinus, Victorinus Junior, Marius, Ingenuus, Regalianus, Aureolus, Macrianus, Macrianus Junior, Quietus, Odaenathus, Herodes, Maeonius, Balista, Valens, Valens Junior, Piso, Aemilianus, Saturninus, Tetricus I, Tetricus II, Trebellianus, Herennianus, Timolaus, Celsus, Septimia Zenobia, Victoria (pe Vitruvia), Titus, ha Censorinus.

El listenn-se e kaver :

  • Nav alouber eus ren Gallienus
  • Un alouber eus ren Decius
  • Daou alouber eus ren Claudius II hag Aurelianus
  • Daou zen arall diaes da lec'hiañ
  • Tri den n'o deus bet biskoazh ar galloud, war a seblant
  • Pevar den n'o deus bet biskoazh ar galloud, kazi-sur
  • Div vaouez ha c'hwec'h bugel n'o deus bet biskoazh ar galloud
  • Tri anv empennet.

Hervez David Magie, an nav alouber a stourme ouzh Gallienus a voe :