Mont d’an endalc’had

Aureolus

Eus Wikipedia
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Manius Acilius Aureolus (ganet e ? - marvet e 268) a oa ur jeneral roman hag a gemeras ar galloud e 268.

Mesaer e oa pan eas d'an arme dindan an impalaer roman Valerianus. Dont a reas a-benn da vezañ lakaet e penn marc'hegiezh Roma, e-pad ren e vab, an impalaer Gallienus.

Meur a emsavadeg a waskas evit hennezh, hini ar Macriani dreist-holl. En 258 e oa gant Gallianus pa voe trec'het ganto ar brizhimpalaer Ingenuus war lez an Danau.

Sevel a reas a-enep dezhañ avat hag en em glevout a reas gant Postumus en doa krouet ur impalaeriezh dizalc'h, e Galia. En 261 e voe kaset Aureolus gant Gallianus da vrezeliñ ouzh daou vrizhimpalaer, Macrianus ha Quietus, o devoa aloubet Moesia. Trec'h e voe Aureolus, met degemer a reas en e arme soudarded e enebourien. Hervez an Histoire Auguste en em savas neuze Aureolus ouzh Gallianus hag en redias da anavezout anezhañ evel impalaer, pezh a vez dinac'het gant an darn vrasaén eus an istorourien.

Div wech, war-dro 261 hag adarre war-dro 266, e klaskas Gallianus trec'hiñ Postumus, met kazeg a reas bep taol. E 267 e rankas Gallianus mont da enebiñ ouzh ar C'hoted en aber an Danau, hag e laoskas Aureolus e Milano da ziwall an Alpoù ha hanternoz Italia diouzh Postumus.

Marv Gallianus ha hini Aureolus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 268, goude trec'het Naissus, e hastas Gallianus distreiñ da enebiñ ouzh Aureolus a embanne bout impalaer. Trec'h e voe Gallianus war arme Aureolus, ha lakaat seziz war gêr Milan ma oa repuet Aureolus. Irienniñ a reas ofiserien an impalaer, lazhet e voe Gallianus gante, ha lakaet Claudius II da impalaer. E-keit-se ec'h embannas Aureolus e oa impalaer ivez. Met en em zaskorañ a rankas da g-Claudius Gothicus. Lazhet e voe gant ar warded pretorian.


Hervez Histoire Auguste e oa unan eus an Tregont Tirant, a vefe emsavet a-enep Gallianus.


Impalaeriezh roman