Mont d’an endalc’had

Impalaeriezh c'halian

Eus Wikipedia


Imperium Galliarum
Impalaeriezh c'halian

260 – 274
Location of Impalaeriezh c'halian
Location of Impalaeriezh c'halian
Kêr-benn Colonia Agrippina
Yezh(où) Latin
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh 260
 - Adaloubet gant an Impalaeriezh Roman 274
Moneiz Postumus, an impalaer galian kentañ].

An Impalaeriezh C'halian (e latin, Imperium Galliarum) eo an anv a vez roet hiziv d'ar rouantelezh dizalc'h a badas eus ar bloaz 260 betek 274, e-pad Enkadenn an Trede Kantved en Impalaeriezh Roma.

En em zisrannet e oa proviñsoù Galia, Britannia, hag Hispania, ha Baetika er c'hreisteiz. Kregiñ a reas an enkadenn pa voe prizoniet an impalaer Valerian gant ar Bersed, ha pa chomas e vab Gallienus e-unan er galloud. Gouarnerien e Panonia en em savas a-enep ar galloud kreiz, ar pezh a redias an impalaer da vrezeliñ war ribl an Danav ha da lezel Postumus, gouarner Germania Superior ha Inferior.

Hêr an impalaeriezh, Saloninus, a chomas gant prefed ar bretoridi, Silvanus, e Köln ma tleje bezañ bet e surentez. Goude un nebeud trec'hoù a-enep ar C'hermaned, avat e kemeras Postumus Köln hag e embannas e oa impalaer.

En Augusta Trevivorum e lakaas e gêr-benn. Krouiñ a reas ur sened gant koñsuled dilennet hag ur ward pretorian.

Muioc'h eget un arouez eus ar rouestl a rene en impalaeriezh roman e oa an impalaeriezh c'halian. Diskouez a rae bezañs un identelezh proviñsel oc'h enebiñ ouzh ar romanitas, spered-korf al lejionoù ha galloud an noblañs lec'hel. Kammamzeriek e vefe gwelet enni un doare "broadelouriezh c'halian". Postumus a zisklêrie e oa e vennozh nemetañ gwareziñ galia diouzh ar C'hermaned.

Listenn an impaelerien c'halian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre o fezhioù-moneiz dreist-holl e anavezer anv an impalaerien c'halian.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bouvier-Ajam, Maurice ː Les empereurs gaulois. Tallandier. 1984