Mont d’an endalc’had

Septimia Zenobia

Eus Wikipedia
Skeudenn ur pezh en anv ar rouanez Zenobia.

Septimia Zenobia (Bath-zabbai he gwir anv) marvet e Tivoli e 275, a voe rouanez Palmira adal 267 hag eil gwreg roue Palmira Odaenathus (Udhayna).

Pa intañvezas e troas ar stad en ur rouantelezh dizalc'h hag ec'h anvas he mab Vaballathus da Augustus. Aloubiñ Egipt a reas ouzhpenn da greskiñ he rouantelezh.

Rouantelezh Palmira en amzer Zenobia, goude emled 270, a-raok aloubadenn Aorelian (271).
Zenobia prizoniet, hervez (Herbert Schmalz).

Kregiñ a eure da ren ur politikerezh enebet ouzh ar Romaned, e-lec'h en em zerc'hel evel ur stad kevredet en impalaeriezh roman. Maouez a benn e oa en ober, hag a spered ivez el lennegezh hag en arzoù. En he lez e tegemere prederourien.

Aloubiñ a reas Egipt. E 270 e redias an impalaer Marcus Aurelius Claudius Gothicus da blegañ d'he galloud en un emglev ma'c'h anaveze stad nevez an traoù er Reter.