Historia Augusta

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Historia Augusta zo un dastumad buhezskridoù latin diwar-benn impalaerien roman etre ar bloavezhioù 117 ha 284. Dizemglev zo etre an istorourien da c'houzout gant piv int bet savet, kinniget int evel oberennoù c'hwec'h den disheñvel, anvet Scriptores Historiae Augustae, ha skrivet en amzer an impalaerien Diocletianus ha Constantinus Iañ (284-337).

Kregiñ a ra an dastumad gant buhez Hadrianus hag echuiñ gant hini Numerianus, adalek 117 eta betek 285, nemet e vank ar bloavezhioù entre 244 ha 260. Sed anvioù ar c'hwec'h oberour Aelius Spartianus, Julius Capitolinus, Vulcatius Gallicanus, Aelius Lampridius, Trebellius Pollio ha Flavius Vopiscus.