Tourc'h (kumun)
Tourc'h | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Tourch | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Rosporden (betek 2015) Konk-Kerne (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29281 | |
Kod post | 29140 | |
Maer Amzer gefridi | Michel Cotten 2001-2020 | |
Etrekumuniezh | Konk-Kerne Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 998 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 51 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 118 m — brasañ 216 m | |
Gorread | 19,70 km² | |
kemmañ ![]() |
Ur gumun eus Kernev (Bro-Gerne) e kanton Konk-Kerne eo Tourc'h. En departamant Penn-ar-Bed emañ e mervent Breizh. [tɔʁx] e vez distaget hec'h anv gant tud ar c'horn-bro ha neuze [tuʁx] gant ar re all a belloc'h. Annezidi Tourc'h a vez graet tud Tourc'h anezho pe raloc'h a-galz Tourc'hiz, maouezed ha gwazed anezho. Paotr Tourc'h ha plac'h Tourc'h a-hent-all a vez graet eus unan ac'hane.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gumun war ar maez eo Tourc'h er su da Penn-ar-Bed. War-hed 21.3 km war-nij emañ bourc'h Tourc'h diouzh Kemper, en tu reter dezhi ha neuze 63,8 diouzh Brest er mervent. Strizh eo tachenn ar gumun eus an norzh d'ar su. 8,3 km eo en he hirañ pa ne dap ket 3 km en he ledanañ.
Ar c'humunioù en-dro dezhi a vez graet anezho : Eliant, Rosporden, Skaer, Leuc'han ha Kore. Meur a stêr zo oc'h ober harz d'ar gumun: Stêr-Aven (er c'hornôg diouzh tu Kore hag er reter diouzh tu Skaer ha Rosporden), ar wazh-dour (e) Pont Ar C'hleudig (er reter diouzh tu Skaer), Stêr-Jet (er c'hornôg diouzh tu Kore) ha neuze ar wazh-dour (e) Pont Ar Bastad (er su diouzh tu Rosporden).
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Turch, XIvet; Tourc, 1182; Turch, XIIIvet; Tourh, 1516; Tourch, 1536; Tourh, 1731
E galleg ofisiel e vez skrivet Tourch hag e brezhoneg eo Tourc'h gant C'H. Merkañ a ra ar skriv-se ar soniad [X] en anv. War panelloù kêr ne weler nemet TOURC'H.
Orin an anv
Pa zeuas Brezhoned Enez-Vreizh da Arvorig da annezañ hag int o tec'hel kuit dirak an Angled hag ar Saozon etre ar pevare kantved hag ar seizhvet kantved e rajont en o bro nevez gant anvioù rouantelezhioù pe anvioù lec'hioù eus o enezenn c'henidik. E-giz-se emañ Llanelian, Llangollen da skouer hag ur stêr hec'h anv Afon Twrch e kontelezh Denbighshire e Bro-Gembre. Dereout a ra an anvioù kembraek-se ouzh Eliant, Langolen ha Tourc'h. En Afon Twrch emañ ar ger "afon" zo heñvel ouzh "aven" koulz lâret stêr ha neuze "twrc'h" zo mil heñvel ouzh "tourc'h" a dalv kement ha pemoc'h gouez.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En argant e c'houzhoc'h tremenant en sabel, lagadek ha stilhonnek en argant, e vevenn en glazur; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Guéguen, person[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 59 gwaz ag ar gumun, d.le. 4,82% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Korneli.
- Chapel Lokundu.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[4].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Audren,
aotrounez Brenillio |
En argant e c'hilhog en sabel |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb