Mont d’an endalc’had

Torrebenn !

Eus Wikipedia

Torrebenn ! zo ur romant istorel gant ar Bigouter Yann Bijer.

18 a viz Mae 1675 : emañ Laou ar Prad a-gevret gant e vamm (Mari-Gaourantina) en o ziig-soul e parrez Kombrid.
29 a viz Gwengolo 1675 : kuitaat a ra Laou hag e garedig Madalen enez Penfred (Inizi Glenan), hag int war bourzh un teirgwern hollandat, da glask repu e Kernev-Veur.

Etre an daou zeiziad-mañ ez eo pal an oberour, da-heul Laou ar pesketaer yaouank, reiñ da Yann Lenner da anavezout dre ar munud an darvoudoù kriz a zeuas da zrastañ tud ha parrezioù ar C'hab Kaval a-hed nevezamzer ha hañv 1675 (Emsavadeg ar Bonedoù ruz).

Graet e veze gant an droienn Torr e benn ! evel galv d'an emgann gant an emsaverien hag implijet e voe-hi ivez, d'an 2 a viz Gouere 1675 e chapel Itron-Varia Dreminou (Ploveur), evel sinadur da beurechuiñ krouidigezh ar C'hod Kouer gant dileuridi ar pevarzek parrez[1] kenunanet en emsav.

Tudennoù istorel...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

...meneget el levr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tapet e voe un nebeud prizioù koulz gant an oberenn hag ar skrivagner e 2012 :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]