Chapel Itron-Varia Dreminou
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Chapel Itron-Varia Dreminou a zo ur savadur relijiel bet savet e Ploveur (Penn-ar-Bed, Breizh), adalek an XIIIvet kantved, da zougen enor d'ar Werc'hez Vari. Brasaet e voe er XVIvet kantved ha renevezet en XIXvet kantved.
Kerkent ha 1385 e voe roet induljañsoù gant an eneppab Klemañs VII (1342-1394) da-heul ar brezelioù a oa o paouez drastañ an dugelezh : adsavet e voe nev ha penn ar chapel. Er XVIvet kantved eo e kemeras he neuz da vat, bet toullet ur presnestr-meur-gwer flammek dezhi ha kemmet an nor-dal gostez peurgetket. Adc'hraet e voe ar c'hoadajoù e 1665 : kuzhet eo ar framm gant lambrusk[1]. Meur a renevezadenn a voe kaset da benn e-kerzh an XIXvet kantved ; chom a ra roudoù lieslivadur evel testoù eus an adkempenn graet e 1890. Rummet monumant istorel e oa bet d'an 2 a viz Kerzu 1926. Dalc'het e voe gant al labourioù reneveziñ en XXvet kantved, oc'h ober war-dro ar mogerioù hag an to ; cheñchet e voe ar gwerennoù-livet entre 1957 ha 1967. E 2012 e voe kaset da benn dreserezhioù bras da greñvaat ar framm, ar mogerioù, ar sablerioù hag an to.
Da goulz emsavadeg ar Bonedoù ruz e talc'has ar chapel ur perzh pouezus-kenañ e red an darvoudoù kriz a c'hoarvezas er Vro-Vigoudenn : enni ec'h en em vode emsavidi ar c'horn-bro. D'an 2 a viz Gouere 1675 e voe peurechuet ha sinet enni ar C'hod Kouer savet gant dileuridi eus pevarzek parrez ar C'hab Kaval : taolennet eo bet kement-se gant ar skrivagner bigouter Yann Bijer en e romant Torrebenn ! (embannet e dibenn miz Gouere 2011).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meneg eus al labourioù a gaver war unan eus an treustoù.