Mont d’an endalc’had

Torfedoù brezel Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022

Eus Wikipedia
Torfedoù brezel Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022
torfed brezel, katalog
Iskevrennad eustorfed a-enep Mab-Den, Russian war crimes Kemmañ
Rann eusaloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 Kemmañ
StadRusia Kemmañ
Lec'hUkraina Kemmañ
Deiziad kregiñ24 C'hwe 2022 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://warcrimes.gov.ua Kemmañ
OberourRusia Kemmañ

Abaoe Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, nerzhioù lu kement hag aozadurioù Rusia o deus sevenet meur a dorfed brezel a-enep trevourien, distrujoù savadurioù trevour, lazhadegoù trevour, jahinerezh ha gwallerezh maouezed ha bugale.

Nerzhioù armet Rusia dre implij tagadennoù taer o deus lakaet poblañsoù trevour en arvar, dreist-holl gant implij boledoù tolpet ha gant implij armoù tarzh evel bombezennoù, misiloù, kanolioù ponner ha bannerien roketennoù lies war lec'hioù stank ar boblañs trevour. Disoc'h implij un nerzh ken kreñv a zo bet distrujoù savadurioù trevour evel tiez, ospitalioù, skolioù, savadurioù istorel hag ilizoù. E fin miz Here, an tagadennoù a oa bet abeg da ouzhpenn 10 000 trevour lazhet pe gloazet, 430 bugel en o zouez. Kalz uheloc'h e c'hellfe bezañ ar sifroù met diaes eo bezañ resis dre ma kendalc'h ar brezel.

Bucha d'ar 6 a viz Ebrel 2022 goude kiladenn nerzhioù lu Rusia.

Goude ma oa kilet nerzhioù Kevredad Rusia diouzh norzh Kyiv, e oa deuet war-wel anat e oa bet torfedoù brezel a-ratozh. E kêr Bucha da skouer, e oa bet sevenet lazhadennoù, jahinerezh garv, gwallerezh ha laeroñsi a-enep trevourien dizarmet. 50 trevour – dreist-holl paotred, ur vaouez hag ur bugel a oa bet lazhet e Bucha. Ur 1200 korf trevour bennak a oa bet kavet e rannvro Kyiv goude ma oa aet ar Rusianed kuit. Ul lod anezho a oa bet fuzuilhet. Ouzhpenn-se ez eus dezrevelloù eus diblasadennoù ret milieroù a drevourien, bugale evit ul lod, etrezek Rusia, dreist-holl adalek tiriadoù aloubet Marioupol, gant tagadennoù reizhel gant gwalladennoù, ha gwalladennoù a-stroll. Bez e oa bet ivez lazhadennoù diret trevourien gant nerzhioù Rusia.

Implij armoù difennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An daou du engouestlet a implij armoù difennet. Dre vras e vez nac'het ganto ha rebechet d'an tu enep en ober. Dezrevelloù sklaer a ziskouez gant prouennoù ez eo un implij gwirion.

Minoù enepden

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 2023 e embanner ez eus bet lazhet 278 den gant minoù enepden en Ukraina abaoe penn-kentañ an aloubadeg tra ma ne oa bet nemet 58 e 2021.[1] Hervez ar sifroù, e fin 2022, an niver a drevourien e Republik Pobl Donetsk(RPD) gloazet gant minoù enepden bannet gant nerzhioù lu Ukraina a oa 87 den, unan anezho o vezañ bet lazhet. Pevar bugel a zo bet gloazet don.

Bannet ez eus bet e-leizh a vinoù enepden gant nerzhioù lu Ukraina war ha tro-dro kêr Izioum pa oa renet al lec'h gant nerzhioù lu Rusia [2] Nac'het e vez gant Ukraina implij seurt armoù. Ar bes-ministr Oleksandr Polishchuk a embann ez eo kiriek Ukraina da sentiñ ouzh lezennoù etrebroadel ha ne implij ket armoù seurt-se.[3]

D'ar 26 a viz Meurzh 2022, Rusia, kaset er-maez diouzh rannvro Kyiv, a oa kilet goustadik evit mont etrezek an Donbas. Maer Borodianka a embann e oa bet charreadennoù kirri-samm rusian o tremen dre kêr gant soudarded rusian o tennañ war prenestroù tud hag ouzhpenn-se o devoa laosket minoù enepden dre kêr a-bezh. Implijet e vez ouzhpenn 7 doare minoù enepden gant Rusia en Ukraina gant reoù modern-tre POM-3 [4], ul lod anezho a vez trapoù evit mac'hagnañ pe lazhañ tud o klask dizarmañ anezho.

Embannet e vez gant pennoù Ukraina ez eo ar vro "park brasañ minoù ar bed" [5]. Ne oa ket bet echuet c'hoazh naetadur ar minoù bet implijet e-kerzh Brezel an Donbas e 2014-2015 pa oa bet adkroget o implij e 2022.

Prizonidi brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an ABU ez eo kablus an daou du da jahinañ prizonidi brezel ha lazhadegoù ivez [6]. An ABU a zo emsavet d'ar gwener d'ar 24 a viz Meurzh 2023 gant ar fed lazhañ­ prizonidi brezel gant an daou du [7].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]