Mont d’an endalc’had

Timbroù Tadjikistan

Eus Wikipedia

Emañ Tadjikistan e kreiz Azia, etre Afghanistan, Ouzbekistan, Kirgizstan ha Sina. Ul lodenn eus C’hanelezh Bouc’hara e oa Tadjikistan hag a yeas dindan gwarez Impalaeriezh Rusia e 1868. Dindan beli Rusia e voe lodenn gornôg ar vro adal 1870.

Krouet e voe Republik Sokialour Soviedel Tadjikistan e 1929 hag e chomas ar vro en Unvaniezh Soviedel betek 1991. Embannet e voe Republik Tadjikistan er bloaz-se.

Unvaniezh Soviedel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr eus an Unvaniezh Soviedel – Pobl Tadjik (1933)
Timbr eus an Unvaniezh Soviedel – Gizioù Tadjik (1963)

N’eus ket bet embannet timbroù gant Tadjikistan en XIXvet kantved, hag ar re nemeto a ra anv eus ar vro eo re Postoù an Unvaniezh Soviedel. Krouet e voe reizhiad ar postoù Tadjik e 1929, ha bep an amzer e voe gouestlet timbroù d’ar pobloù a yae d’ober an Unvaniezh.

Roll diglok
  • 1933 : embannet e voe ur rummad timbroù o kinnig pobloù an Unvaniezh Soviedel, en o zouez unan gant Tadjiked gant dilhad broadel o lenn kazetennoù dirak ur mekanik-sevel (15 k.)
  • 1937 : skoed-ardamez Tadjikistan (20 k.)
  • 1958 : 1100vet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar barzh Rudaki (40 k.)
  • 1959 : 700vet deiz-ha-bloaz al levr Gulistan gant Saadi Shirazi (40 k.)
  • 1964 : 40vet deiz-ha-bloaz R.S.S. Tadjikistan. Savadur ar Strollad Komunour e Douchanbe (4k.)
  • 1968 : Poltred ar skrivagner Sadriddin Ayni (4k.)
  • 1971 : 650vet deiz-ha-bloaz ar barzh Hafez (4 k.)
  • 1984 : 60vet deiz-ha-bloaz R.S.S. Tadjikistan (5 k.)
  • 1990 : Guraguli, barzhoniezh Tadjik (10 k.)
  • 1991 : Maozoleom Mukhammed Bashar (15 k.)

Timbroù Republik Tadjiskistan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr kentañ Tadjikistan (1992)
Kartenn ha banniel ar vro (1993)

D’an 20 a viz Mae e voe embannet timbroù kentañ Republik Tadjikistan. Skrivet eo anv ar vro gant lizherennoù kirillek ha lizherennoù latin (Tadžikistan da gentañ, ha Tajikistan goude). Timbroù an Unvaniezh Soviedel dreistmoullet a voe implijet e 1992 ha 1993.

Liesseurt eo danvez an timbroù embannet e-pad bloazioù kentañ an dizalc’hidigezh : arouezioù broadel (ar banniel, kartenn ar vro..), tudennoù an istor, gwiskamantoù ha pezhioù artizanel… ha rummadoù gant skeudennoù loened (loened ragistorel e 1994, kizhier ha lapoused e 1996 ha 2000) a blijas d'an dastumerien. Poltred ar Prezidant Emomali Rahmon a voe embannet war an timbroù bep an amzer ivez.

Goulennet en deus ensavadur ar Postoù e 2002 bezañ war evezh rak timbroù faos zo bet moullet dindan anv Tadjikistan. Kavet e vefe e gwerzh timbroù gant skeudennoù Yann-Baol II, Bruce Lee, Michael Jordan, Captain America, Osama Ben Laden….

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]