Bruce Lee

Eus Wikipedia
Bruce Lee e 1973.

Lee Jun-fan (sinaeg: 李振藩), ganet d'ar 7 a viz Du 1940 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Gouhere 1973, brudet dre e anv micherel Bruce Lee, a oa un arzour brezel, aktour, produer filmoù, prederour a orin eus Hong Kong ha stadunanad. Krouet en doa ivez an arz-emgannañ anvet Jeet Kune Do. Lee a oa mab d'ar c'haner opera kantonat Lee Hoi-chuen. En desped d'e varv trumm ez eo chomet brudet evel unan eus brasañ mistri an arzoù-emgannañ en deus bet ul levezon ramzel dre ar bed, met ivez un ikon pop culture eus an XXvet kantved. Lakaet e vez alies diwar e benn en deus sikouret kalz an doare ma oa taolennet tud Azia er filmoù stadunanat.

Bruce Lee gant ar mestr arz-brezel Yip Man war ar Wing Chun.