The Witcher 1

| Diazezet war | The Witcher |
|---|---|
| Heuliad | The Witcher |
| Tachenn | action-RPG, c'hoari video faltaziek |
| Embannadur | The Witcher: Enhanced Edition |
| Diorroer | CD Projekt RED |
| Ti-embann | Atari Inc. |
| Savenn | Microsoft Windows, macOS |
| Deiziad embann | 26 Her 2007 |
| Bro orin | Polonia |
| Sonaozer | Adam Skorupa, Paweł Błaszczak |
| Produer | CD Projekt RED |
| Dasparzher | Steam, GOG.com, Humble Store |
| Notenn ar varnouriezh | 4/5, 9/10, 91/100 |
| Hollved faltaziek | The Witcher universe |
| Tudennoù | Geralt z Rivii |
| Doare c'hoari | c'hoari e-unan |
| Lusker grafik | Aurora Engine |
| Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn |
| Diaz embann | DVD, embannadur niverel, pellgargañ niverel |
| Software version identifier | 1.5 |
| OFLC classification | R16 |
| Renkadur ESRB | Mature 17+ |
| Renkadur PEGI | PEGI 18 |
| Renkadur USK | USK 18 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.thewitcher.com/en/witcher1, http://thewitcher.com/ru/ |
The Witcher I (Polonek: Wiedźmin, Brezhoneg: Ar Sorser) zo ur c'hoari video avantur hag RPG sevenet gant CD Projekt RED hag embannet gant Atari d'ar 26 a viz Here 2007.
Ar c'hoari a zo diazezet war bed an heuliad romantoù Ar Sorser gant Andrzej Sapkowski. Istor the Witcher a gemer plas en ur bed krennamzerel ha moliac'h. Heuliet e vez istor Geralt a Rivii, unan eus ar sorserien diwezhañ, ur chaseour euzhviled. Er c'hoari e vez rediet ar c'hoarier d'ober choazoù a zegaso heuliadoù. Burutellerien o deus bet rebechet e oa hir a-raok gwelet efedoù ar choazoù da zont war-wel. Lod all o deus rebechet e chome re alies "etre" hent buhezouriezh ar c'hoarier.
Ar c'hoari a implij ar c'heflusker video perc'hennet gant BioWare an Aurora Engine. Kroget e oa bet gant sevel un doare d'ar c'hoari evit al letrinoù-ti gant un diazez nevez evit ar grafikoù hag ur sistem en em gannañ, an titl a oa da vezañ The Witcher: Rise of the White Wolf, met nulet e voe.
E miz Gwengolo 2009, CD Projekt RED a embannas dre un doare ofisiel e oant o labourat war un heuliad, The Witcher 2: Assassins of Kings, a voe embannet e miz Mae 2011 war Windows hag OS X kement ha war Xbox 360 e miz Ebrel 2012.
Director's Cut
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar studio CD Projekt en deus embannet un doare Director's Cut (didroc'h) d'ar c'hoari e Norzh Amerika d'an 31 a viz Gouhere 2009. Ar memes doare eo d'an doare Enhanced Edition d'ar c'hoari a oa tu implij e-pep lec'h dre ar bed, met hep ar c'hontrollerezh a oa war doare Norzh amerikan ar c'hoari diazez. abaoe eo bet embannet gant an embregezrezh ur patch ofisiel o reiñ an tu d'ar perc'hennerien Norzh amerikan da gaout ar c'hoari evel re peurest ar bed memes ma oa bet prenet ganto ar stumm boest.
Adsevel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur steuñv da adsevel ar c'hoari penn-da-benn a zo kroget [1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| |||||||||||||