Atari Inc. (skourr Atari SA)
Tachenn obererezhioù | video game industry |
---|---|
Deiziad krouiñ | C'hwevrer 1993 |
Anv ofisiel | Atari, Inc. |
Merour/rener | Frédéric Chesnais |
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h diazez | New York |
Perc'hennet gant | Atari SA |
Aozadur mamm | Atari SA |
Isaozadur | Atari Interactive |
Sez sokial | New York |
Lec'hienn ofisiel | https://www.atari.com |
Atari, Inc. a oa bet savet e 1993 gant an anv GT Interactive Software Corp. E 1999, Infogrames Entertainment, SA a gemeras ar galloud interestoù war GT Interactive, kemmet e voe an anv e Infogrames, Inc.
Evel lodenn eus Infogrames e-pad adsavadenn an embregerezh penn e 2003, Infogrames, Inc. a oa deuet da vezañ Atari, Inc. D'an 11 a viz Here 2008, Infogrames en devoa echuet da brenañ holl lodennoù an embregerezh Atari, Inc., a oa perc'hennet ganti nemetken a-benn neuze. D'an 21 a viz Genver 2013, Atari, Inc. a oa o vont war-zu ur freuz-stal, ar prezidant Jim Wilson en doa kroget da sevel steuñvioù evit troc'hañ gant an embregerezh penn Atari, SA.
GT Interactive
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouidigezh GT Interactive e 1993
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An embregerezh GT Interactive Software Corporation (GTI) a oa bet krouet e miz C'hwevrer 1993 evel skourr d'an embregerezh GoodTimes Home Video, un embanner kasetennoù-video perc'hennet gant ar familh Cayre, gant Ron Chaimowitz evel beskrouer ha prezidant.
Memes bloavezh an embanner a embann e c'hentañ meziantoù doare shareware, e-touez ar re-se ar c'hoari video hollvrudet Doom. Kentañ bloavezh an embregerezh e oa tizhet 10,3 milion $ a arc'hant gounezet.
880% a c'hounid e 1994
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]GT Interactive en doa gwelet e c'hounidoù o lammañ da 880% tizhet e vez ur sifr afer a 101 milion $ e-pad e eil bloavezh oberiantiz. Ar gounid rik a zo 18 milion $. GT Interactive o c'henlabourat gant id Software a oa deuet a-benn da embann Doom II: Hell on Earth, a voe embannet e miz Here ha gwerzhet tro 2 vilion a skouerennoù eus ar c'hoari.