Atari Inc. (skourr Atari SA)

Eus Wikipedia
Atari Inc.
sevener c'hoarioù video, embanner c'hoarioù video
Tachenn obererezhioùvideo game industry Kemmañ
Deiziad krouiñC'hwevrer 1993 Kemmañ
Anv ofisielAtari, Inc. Kemmañ
Merour/renerFrédéric Chesnais Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezNew York Kemmañ
Perc'hennet gantAtari SA Kemmañ
Aozadur mammAtari SA Kemmañ
IsaozadurAtari Interactive Kemmañ
Sez sokialNew York Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.atari.com Kemmañ
Logo ofisiel Atari e 2012

Atari, Inc. a oa bet savet e 1993 gant an anv GT Interactive Software Corp. E 1999, Infogrames Entertainment, SA a gemeras ar galloud interestoù war GT Interactive, kemmet e voe an anv e Infogrames, Inc.

Evel lodenn eus Infogrames e-pad adsavadenn an embregerezh penn e 2003, Infogrames, Inc. a oa deuet da vezañ Atari, Inc. D'an 11 a viz Here 2008, Infogrames en devoa echuet da brenañ holl lodennoù an embregerezh Atari, Inc., a oa perc'hennet ganti nemetken a-benn neuze. D'an 21 a viz Genver 2013, Atari, Inc. a oa o vont war-zu ur freuz-stal, ar prezidant Jim Wilson en doa kroget da sevel steuñvioù evit troc'hañ gant an embregerezh penn Atari, SA.

GT Interactive[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh GT Interactive e 1993[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An embregerezh GT Interactive Software Corporation (GTI) a oa bet krouet e miz C'hwevrer 1993 evel skourr d'an embregerezh GoodTimes Home Video, un embanner kasetennoù-video perc'hennet gant ar familh Cayre, gant Ron Chaimowitz evel beskrouer ha prezidant.

Memes bloavezh an embanner a embann e c'hentañ meziantoù doare shareware, e-touez ar re-se ar c'hoari video hollvrudet Doom. Kentañ bloavezh an embregerezh e oa tizhet 10,3 milion $ a arc'hant gounezet.

880% a c'hounid e 1994[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

GT Interactive en doa gwelet e c'hounidoù o lammañ da 880% tizhet e vez ur sifr afer a 101 milion $ e-pad e eil bloavezh oberiantiz. Ar gounid rik a zo 18 milion $. GT Interactive o c'henlabourat gant id Software a oa deuet a-benn da embann Doom II: Hell on Earth, a voe embannet e miz Here ha gwerzhet tro 2 vilion a skouerennoù eus ar c'hoari.