Jaskier

Eus Wikipedia
Adsevel cosplay eus ar Witcher gant Jaskier a-gleiz

Jaskier pe Jasquier, Dandilion evit an droidigezh saoznek, lesanvet beskont Julian, a zo un dudenn ijinet e bed ar romantoù ha c'hoarioù video The Witcher. Krouet gant Andrzej Sapkowski evit danevelloù, deuet eo da vezañ ur benndudenn en heuliad romantoù The Witcher ha goude-se re an adsevel doare c'hoarioù video.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur barzh eo eñ, c'hoarier lud, mailh eo evit kontañ istorioù harozed (dreist-holl re Geral a Rivii) pe mojennoù kozh. Plijet bras eo ivez da seniñ ha kanañ kanaouennoù hudur pa vez paotred o selaou anezhañ e-pad festoù pe kanaouennoù romantel pa vez merc'hed dirazhañ. Ar merc'hed a zo dedennet bras gantañ.

Kamalad bras Geralt a Rivii, tost e chom eus outañ e-pad an troioù-kaer a vez roet da lenn pe da c'hoari e bed ar Witcher (Wiedźmin). Klask a ra sikour e gamarad evit dont a-benn da drec'hiñ e enebourien dreist-holl en ur gavout titouroù.

Tro-spered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'hetaer daonet, alies en em gav gant kudennoù o tont eus ar gwazed pe eus tadoù. Prederour war ar vuhez, met furlukin, dedennet bras eo gant an evaj hag ar c'hoari poker. Alies en em gav en toull-bac'h ha rediet e vez gortoz sikour e gamalad Geralt evit bezañ dieubet. Ma seblant digalon da gentañ, en gwirionez ez eo un dudenn kalonek gant ma n'en deus ket da gemer perzh en un emgann. Spiañ a ra dreist-holl evit e gamalad.