Geralt z Rivii

Eus Wikipedia

Geralt a Rivii (Poloneg: Geralt z Rivii) lesanvet ar Bleiz Gwenn (Gwynbleidd), ar Sorser, Kiger Blaviken, a zo un dudenn ijinet e bed ar romantoù ha c'hoarioù video The Witcher. Krouet gant Andrzej Sapkowski evit danevelloù, deuet eo da vezañ penndudenn an heuliad romantoù The Witcher ha goude-se re an adsevel doare c'hoarioù video. Mestr Vesemir a ro harp d'ar sorserien da choaz an anv familh evit bezañ degemret gwelloc'h gant an dud, choazet e oa bet gant Geralt al lesanv Geralt Roger Eric du Haute-Bellegarde met Vesemir a nac'has an anv gwelet evel un doare paboriñ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Geralt a Rivii a zo bet rediet pa oa bugel da vont gant hent ar sorserien (Poloneg: Wiedźmin) e kastell Kaer Morhen, ur meskaj etre gorp-soudarded ha sorserien o stourm kement a-enep an euzhviled (sunerien gwad...) hag an dud falakr. Ar vugale a vez lakaet da gourdoniñ evit dont da vezañ sorserien a vez gourdonet d'ar c'hleze ha d'an emzifenn met ivez ha dreist-holl dre kemmadurioù genetek. An darn anezho a varv e-pad ar gourdonadegoù dre ma vez re skañv o c'horf da zegemer ar c'hemmadurioù genetek. Treiñ a reont da sot pe mervel a reont. Geralt a zo deuet a-benn da zreistvevañ ha dont a raio da vezañ ar sorser brudetañ.

Tro spered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalonek eo Geralt a Rivii n'en deus ket gwall aon rak an torfedourien pe an euzhviled lies a vezo ret dezhañ trec'hiñ a-benn dreistbevañ. Plijet bras eo gant ar merc'hed koant ne baouez ket da glask merc'hetañ ha darn an amzer e teu a-benn da lakaat fol ar merc'hed gantañ. Rediet eo kuzhañ ar merc'hetañ da Yennefer z Vengerbergu evit chom hep kaout kudennoù ganti.

Klask a ra chom hep mont er maez eus hent e c'hefridioù memes pa vije ret sikour an dud, met alies e teu da vezañ difenner ar mat en desped dezhañ.

Kounaret ha trist eo a-wechoù da vezañ ur c'hemmad, betek hetiñ bezañ evel pep den.

Tresadenn eus Geralt z Rivii

Tro-dro d'an dudenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un timbr a zo bet savet gant ti-post Polonia evit enoriñ Geralt a Rivii e 2016[1].
  • Un deiziataer 2017 gant Geralt a Rivii (evit an dud gour) a zo bet embannet gant Ben Maul Cosplay oc'h adkemer roll Geralt.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]