The Forest (c'hoari video)
The Forest zo ur c'hoari video dreistbevañ sevenet hag embannet gant ar studio kanadian Endnight Games. Ar c'hoari a dremen war un enezenn goloet gant ur c'hoad. An dudenn bennañ Eric Leblanc gant e vab Timmy zo chomet bev goude ur gwallzarvoud karr-nij, an holl dud all a zo marvet. Ar c'hoari a dremen en ur bed digor c'hoariet doae first-person shooter, n'eus ket eus kefridioù pe palioù resis da dizhout. Ar c'hoarier a vez bountet warnañ d'ober choazoù evit chom bev. Ar c'hoari video The Forest a oa bet embannet war Microsoft Windows e miz Ebrel 2018 goude ul lajad hir a 3 bloaz e stumm beta. Embannet eo bet d'ar 4 a viz Du 2018. E fin ar bloavezh 2018, The Forest a oa bet gwerzhet 5 milion a skouerennoù anezhañ.